Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                

Bro-Naoned

bro gozh eus Breizh
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn broioù kozh Breizh ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Bro-Naoned
Bro-Naoned
BannielArdamezioù
Anv gallek Pays Nantais,
Pays de Nantes
Anv gallaouek Paeï de Nàntt,
Paes de Nauntes
Geografiezh
Rannvro  Broioù al Liger,
Rannvro Breizh Rannvro Breizh
Departamant Liger-Atlantel Liger-Atlantel,
Mor-Bihan,
Il-ha-Gwilen Il-ha-Gwilen[1]
Kêr-benn Naoned
Kêrioù pennañ Naoned, Sant-Nazer, Sant-Ervlan
Daveennoù
lec'hiañ
47°21′4″N 1°38′31″W
Gorread 7 365 km²
Lein uhelañ 114 m
Poblañs
Annezidi Naonedad, Naonedadez
Poblañs 1 477 352 ann. (2021)
Stankter 200,59 ann./km²
Yezhoù galleg, gallaoueg, brezhoneg, poateveg
Relijion Katoligiezh
Istor
Savidigezh Eskopti Naoned IIIe kantved
Savidigezh marz Breizh 753
Aloubet gant Nevenoe 851 (Feur-emglev Añje)
Savidigezh al Liger-Atlantel 4 a viz Meurzh 1790

Bro-Naoned eo ar vro ar muiañ er c'hreisteiz eus an nav bro a ya d'ober Breizh. E gevred ar vro emañ, gant Anjev er reter dezhi, ha Poatev er su. E 2021 e oa 1 477 352 a dud o chom e Bro-Naoned, 7 365 km² ar gorread anezhi ha daou c'hant c'hwec'h kumun ha tregont enni[2].

Istor

Yezhoù

 
Steuziadur ar brezhoneg eus an Xvet betek an XXvet kantved.

Gallaoueg

Emañ Bro-Naoned en he fezh e Breizh-Uhel ha komzet e veze gallaoueg eno. A-wezhioù e vez staget tammoù eus Bro-Werrann e Breizh-Izel avat.

Brezhoneg

Komzet a veze brezhoneg er bevarenn walarn eus ar vro en IXvet kantved hag aet eo ar brezhoneg e Bro-Werrann da get er bloavezhioù 1960.

Kelenn

E distro-skol 2022 e oa enskrivet er skolioù Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 714 skoliad (1 % eus skolidi ar vro evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[3].

Gwelet ivez

Liammoù diavaez

Sellit ouzh ar ger Bro-Naoned er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Notennoù ha daveennoù

  1. Kêrioù zo e departamantoù ar Maine-et-Loire hag ar Vendée hiziv-an-deiz a zo bet e marzoù Breizh pe en eskopti Naoned.
  2. Lec'hienn Geobreizh (br)
  3. Ofis Publik Ar Brezhoneg
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.