Levrioù an Danevelloù
Levrioù an Danevelloù zo levrioù diwezhañ an Tanac'h. Anvet int en hebraeg דברי הימים (Diḇrê Hayyāmîm), "Traoù (pe Fedoù) an deizioù". An droidigezh c'hresianeg (Παραλειπομένων da lavarout eo "an darvoudoù lezet a-gostez") he deus graet gantañ daou levrig. Ne glot ket an anv gresianek gant danvez ar skridoù peogwir e kaver enno kalz arroudennoù heñvel-mik pe zamheñvel ouzh ar re a lenner e levrioù Shmouel hag ar Rouaned. Gwir eo ez eus ivez danevelloù ha ne gaver ket e lec'h all[1]. Dre vras, er stummoù kristen eus ar Bibl, e kaver :
- Kentañ Levr an Danevelloù (1 Dn)
- hag Eil Levr an Danevelloù (2 Dn) goude Eil Levr ar Rouaned (2R) ha Levr Ezra (Ez), e-touez Al Levrioù istorek evit ar gatoliked.
Anvet int levrioù an Neventizoù e Bibl protestant Gwilh ar C'hoad[2].
Dre vras e ro al levrioù-mañ un diverradur eus istor Israel hag ar bed, adalek Adam betek skrid Koresh (358 KJK), oc'h embann an distro eus an harlu e Babilon, a gaver a-hend-all e deroù Levr Ezra. Daou bennroue o deus merket an istor-se : David ha Salaun.
An destenn a ziskouez emañ oberour al levr da glask en-dro d'an Templ. Lakaet e vefe bet dre skrid war-dro ar bloaz 300 kent JK gant unan eus al Levidi e servij an templ[3].