Yann III Navarra
Yann III, pe Yann Albret ( Jean d'Albret e galleg), ganet en 1469, ha marvet e Pau d'ar 17 a viz Mezheven 1516, a oa Roue Navarra, eus an Tiegezh Albret.
E vuhez
kemmañMab e oa da Alan Albret (Alain d'Albret e galleg; war-dro 1440-1522), Aotrou Albret, Dug Guyenne, Kont Graves, ha da Françoise de Châtillon (marvet en 1481), Kontez Périgord, beskontez Lemojez. E vamm a oa merc'h da Gwilherm Châtillon-Blois, kont Pentevr ha beskont Lemojez, ha da Isabelle de la Tour d´Auvergne. Breur e oa da Charlotte d'Albret, a zimezas dre heg da Cesare Borgia.
Kont Périgord e oa Yann Albret etre 1481 ha 1516, Beskont Lemojez adal 1481 ha beskont Tartas n'ouzer ket adal pegoulz .
Eured
kemmañD'ar 14 a viz Gouhere 1484 en Orthez e timezas da Katelin Navarra, Rouanez Navarra. Kurunennet e voe ivez evel roue Navarra (1484-1516). Roue e oa eta jure uxoris ( dre wir e bried) a oa rouanez abaoe ar bloaz a-raok pa oa marvet he breur, Francisco Febo.
Brezel
kemmañEn 1512 e voe trec'het gant Fadrique Álvarez de Toledo (dug Alba), a aloubas Navarra war c'hourc'hemenn Fernando II Aragon, dimezet da Germana de Foix, a oa keniterv d'ar rouanez Katelin Navarra.
En 1513 en em vodas Cortes Navarra, met ne deuas nemet an dud a-du gant Aragon, da embann e oa deuet Fernando II Aragon da vezañ roue Navarra. Staget e voe Navarra ouzh Aragon, ha tri bloaz goude, da Gastilha.
O chom e oa ar rouaned Yann ha Katelin e Bearn, hag alese e klaskjont, dre veur a wech, adkemer Rouantelezh Navarra hogen aner e voe.
Diwar neuze ne renas an Tiegezh Albret nemet war Navarra Izel, pe Nafarroa Beherea, hag e chomas er galloud betek marv Janed III Navarra e 1572.
Bugale
kemmañTrizek bugel o doe Yann ha Katelin:
- Ana Navarra (1492 – 1532).
- Magdalena Navarra (1494–1504), marvet da 10 vloaz en Medina del Campo, tra ma oa gouestladez Fernando II Aragon, en 1504.
- Catherine Navarra (1495 – 1532). Abadez an Drinded e Caen.
- Janed Navarra (1496 – meneg ebet anezhi goude 1496).
- Quiteria Navarra (1499 – 1536). Abadez e Montivilliers.
- Ur mab marv-ganet e 1500.
- Andrew Phoebus Navarra ( 1501 – 1503).
- Herri II Navarra (1503-1555), dimezet e 1527 da Marguerite d'Angoulême, c'hoar da Frañsez Iañ, roue Bro-C'hall.
- Buenaventura Navarra (14 July 1505 – 1510/1511).
- Martin Navarra (c. 1506 – last mentioned in 1512).
- Francis Navarra (1508 – last mentioned in 1512).
- Charles Navarra (1510 – 1528). Took part in the Siege of Naples during the War of the League of Cognac but was captured. Marvet er vac'h da 18 vloaz.
- Isabeau d'Albret (1512-1555), dimezet e 1534 da René Iañ Rohan, beskont Rohan. Diwezhañ meneg anezhi e 1555.
Yann III Navarra a oa, dre vab Herri II Navarra, tad-kuñv da Herri IV, roue Bro-C'hall.
E varv
kemmañMervel a reas e Pau d'ar 17 a viz Mezheven 1516, ha beziet e voe en iliz-veur Lescar.