1añ Eost
deiziad
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 939 : ar Vretoned trec'h war an Normaned en Emgann Trans.
- 1291 : savidigezh Suis diwar emglev etre kantonioù Uri, Schwyz hag Unterwalden.
- 1492 : skarzhet eo ar Yuzevien kuit eus Spagn.
- 1635 : dont a ra Gwadloup da vezañ un drevadenn c’hall.
- 1716 : aet Pierre de Montesquiou d'Artagnan da bennkomandant Breizh.
- 1774 : dizoloet eo an oksigen gant ar gimiourien Carl Wilhelm ha Joseph Priestley.
- 1785 : loc'het kuit an div fourgadenn c'hall La Boussole ha L'Astrolabe diouzh porzh Brest, dindan gourc'hemenn Jean-François de La Pérouse.
- 1800 : gant Akta Unaniezh 1800 eo unanet Rouantelezh Breizh-Veur ha Rouantelezh Iwerzhon da vont d’ober Rouantelezh Unanet Breizh-Veur hag Iwerzhon.
- 1815 : Honoré Jacquinot, evnoniour, louzawour ha loenoniour gall.
- 1834 : berzet eo ar sklaverezh en Impalaeriezh Breizh-Veur.
- 1914 : disklêriet ar brezel etre Alamagn ha Rusia ha toket ar c'hloc'h-galv e Breizh a-bezh.
- 1927 : Kroget eo Brezel Diabarzh Sina
- 1936 : digoradur an XIvet C'hoarioù Olimpek hañv e Berlin (Trede Reich d'ar mare-se).
- 1944 :
- deroù Emsavadeg Varsovia a-enep an Nazied, e Polonia.
- niverenn diwezhañ ar gazetenn L'Ouest-Eclair.
- Entraven eo ar gumun gentañ eus Breizh a oa dieubet gant an Amerikaned.
- dieubet 33 brogarour diouzh prison Sant-Brieg gant strollad Max Le Bail.
- 1954 : aet ar maout e Tro Bro-C'hall gant ar reder breizhat Louison Bobet.
- 1960 : dizalc’hiezh Dahomey (anvet Benin bremañ) diouzh Frañs.
- 1971 : sonadeg evit Bangladesh aozet gant George Harrison ha Ravi Shankar e Madison Square Garden New York.
Ganedigezhioù
kemmañ- -10 : Glaoda Iañ, 4 Impalaer roman.
- 1665 : Toussaint François Rallier du Baty, maer Roazhon e-pad 39 bloaz.
- 1744 : Jean-Baptiste de Lamarck, bevoniour gall.
- 1799 : Sofia Rostopchina, kontez Ségur, skrivagnerez evit ar vugale.
- 1819 : Herman Melville, barzh, romantour ha saver esaeoù amerikan.
- 1858 : Gaston Doumergue, prezidant ar Republik c'hall.
- 1931 : Sean Ó Riada, sonaozour iwerzhonat.
- 1976 : Dieter Nisipeanu, mestrc'hoarier echedoù roumanat.
Marvioù
kemmañ- 1137 : Loeiz VI an Tev, roue Bro-C'hall.
- 1714 : Anne Stuart, rouanez Breizh-Veur.
- 1911 : Konrad Duden, yezhour ha geriadurour alamanek.
- 1970 : Otto Heinrich Warburg, bevgimiour, fiziologour ha medisin alaman, Priz Nobel ar Fiziologiezh pe ar Medisinerezh e 1931.
- 2004 : Madeleine Robinson, aktourez (c'hoariva, sinema ha skinwel) c'hall a orin tchek.
- 2009 : Corazon Aquino, prezidantez Filipinez.
- 2023 : Henri Konan Bédié, prezidant Aod-an-Olifant.
Lidoù
kemmañ- Devezh ar vro e Benin hag e Suis.
- er Relijion gatolik : Santez Madenn.