Amerindianed
An Amerindianed pe Indianed amerikan, eo an anv hollek a vez graet, dre aesoni, eus annezerion gentañ Amerika, da lavarout eo Norzhamerika , kenkoulz evel Kreizamerika pe Suamerika.
Amerindianed
Iskevrennad eus | Indigenous people, Americans |
---|---|
Anvet diwar | Indians |
Genidik a | Amerika |
Istor | History of Amerindian peoples |
Roll elfennoù | list of indigenous people of the Americas |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of indigenous peoples of the Americas |
Implijet e vez ar ger amerindianed evit komz eus ar c'hentañ tud deuet er c'hevandir amerikan.
E 1492 e oa degouezhet an ergerzher Kristol Goulm en Amerika ; soñjal a reas avat e oa erruet en Indez. Abalamour d'ar fazi-se e vez bepred implijet ar ger Indian evit komz eus pobloù ar Bed Nevez.
Gant labourioù ar c'hartennour Martin Waldseemüller, e penn-kentañ ar XVIvet kantved, e kroger da gomz eus ar c'hevandir amerikan, en enor d'an ergerzher Amerigo Vespucci ; e annezidi a zeuas da vezañ anvet Amerindianed evit lakaat kemm etrezo ha poblañs India.
|