Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                

Arle

kumun Bro-C'hall
Arle
Kreiz istorel Arle.
Kreiz istorel Arle.
Ardamezioù
Anv okitanek Arle
Anv gallek (ofisiel) Arles
Bro Banniel Okitania Okitania
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Provence-Alpes-Côte d'Azur
Departamant Bouches-du-Rhône
Arondisamant Arle (isprefeti)
Kanton Pennlec'h daou ganton :
Arle-Reter hag Arle-Kornôg
Kod kumun 13004
Kod post 13104, 13123, 13129, 13200 ha 13280
Maer
Amzer gefridi
Hervé Schiavetti (PCF)
2014-2020
Etrekumuniezh Communauté d'agglomération Arles-Crau-Camargue-Montagnette
Lec'hienn web http://www.ville-arles.fr/
Poblañsouriezh
Poblañs 51 156 ann. (2022)[1]
Stankter 67 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
43°40′36″N 4°37′40″E
Uhelderioù kreiz-kêr : 15 m
bihanañ 0 m — brasañ 57 m
Gorread 758,93 km²

Arle (stumm okitanek; stumm gallek hag ofisiel: Arles), kêr eus Okitania er Stad C'hall.

Aren Arle

Douaroniezh

kemmañ
  • Rhodanousia
  • Theline
  • Arelate
  • Colonia Julia Paterna Arelate Sextanorum (war dro ar bloaz -46, diwar anv soudarded koz Legio VI)[2]
  • Constantina (diwar anv Constantinus II)[3],[4]
  • Julia Materna[3]

Gerdarzh

kemmañ
  • Arelate ː (p)are = e-kichen, e tal ; late = geunioù, lagennoù (Camargue hiriv).

Arle a vije bet krouet war dro 2 000 bloaz kent J.-K.

E gresianeg e oa anavezet dindan an anv : Rhodanousia, hag a zo hirie karter Trinquetaille.

Porzh-koñvers ar C'hresianed eus Massalia (Marselha), anvet Théliné.

  • 314 : sened-iliz, gant Constantinus Iñ, diwar-benn prezegennoù Donatus.
  • 353 : sened-iliz, gant Constantius, diwar-benn prezegennoù Arius.
  • 407-411ː kerbenn impalaeriezh galian, dindan Kustentin III
  • 417 : anvet eo Patroclius kentañ metropolitanus Arle gant ar pab Zozismus

Kêr-benn ur rouantelezh Burgondia a voe en Arle adalek 933, gant Rodolphe Welf, roue Burgondia treuzjura. Roet eo bet e 1032 gant Rodolphe III d'an impalaer Konrad II. Adalek An amzer se, Arles n'eo ket anvet nemet kêrbenn Provincia.[3]

Touristerezh

kemmañ
 
Gweled dre an aer e 1928

Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.

Tud vrudet

kemmañ
  • Constantinus II, mab kentañ an impalaer Constantinus Iñ ha Fausta, bet ganet e Arle ar 7 Eost 314
  • Constantinus III, impalaer galian, 407-411
  • ar Gipsy Kings
  • al livour Vincent van Gogh

Levrlennadur

kemmañ
  • Constans L.-A. : Arles. Les Belles Lettres. 1928
  • Chevalier R. ː Provincia. Les Belles Lettres. 1982

Daveoù

kemmañ
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. L.-A. Constans. Arles. p. 12
  3. 3,0 3,1 ha3,2 M.-N. Bouillet. p. 108
  4. R. Chevalier ː Provincia. P. 81

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.