Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                

Ataulf, Ataúlfo e spagnoleg, Athal Wolf ("bleiz nobl") e goteg, ganet e 372, a oa roue ar Wizigoted adal 410 betek 415.
Dimeziñ a reas gant Galla Placidia, c'hoar d'an impalaer roman Honorius ha kas a reas e bobl da greisteiz Galia (Septimania) ha da Hispania.

Ataulf, poltredet gant Raimundo de Madrazo y Garreta (1888)
Mirdi ar Prado (Madrid, Spagn)
Delwenn d'ar roue Ataulf e Madrid

E vuhez

kemmañ

Eus an dierniezh Balting e oa. Anvet e voe da roue hervez an doare german, war bez e genderv ha breur-kaer Alarig Iañ. Hervez an istorour got Jordanes e oa un den eus ar re speredekañ hag eus ar re gaerañ.

E gentañ pried a oa ur briñsez ha n'ouzomp ket hec'h anv, nemet e oa c'hoar da Alarig hag he doe c'hwech bugel, ken dianav all o anvioù. Hervez Laterculus regum Visigothorum e renas 6 vloaz[1].

War-dro 408 pe 409 edo Alaric e Toskana ma savas ur c'hamp hirbad, hag aozañ a reas e arme da vont da gemer Roma. Dont a reas Ataulf gant e varc'hegerien, a oa o tont a-hed an Danav, ma tifennent al limes diouzh an Huned. Kont ar varc'hegerien e oa e didl en arme Alarig.

E dibenn 410, goude arigrap Roma e miz Eost, en em gavas ar Wizigoted e kreisteiz ledenez Italia ; Alarig en devoa c'hoant da vont da Africa (ar proviñs roman) o tremen dre Sikilia. Hogen mervel a reas ha beziet e voe e-tal Cosenza. Hag ar C'hoted neuze da zibab ur roue nevez, hag Ataulf ar marc'heg an hini a voe dilennet d'o c'has dre C'halia. Alarig, a-raok mervel, en divije fiziet ennañ Aelia Galla Placidia, merc'h an impalaer Theodosius Iañ (379-395), hanterc'hoar da Honorius, prizoniadez gant ar Wizigoted abaoe an arigrap war Roma e 410.

Eus 410 betek 412 n'ouzer ket gwall dra anezhañ, nemet pa voe kurunennet e felle dezhañ peurzistruj an impalaeriezh roman ha sevel impalaeriezh ar C'hoted.

Da gentañ e klaskas moarvat, evel Alarig, tremen eus Italia da Africa met ne deuas ket a-benn ha se zo kaoz e tivizas kas e bobl da C'halia.

En 412 e kemeras darempred gant an impalaer Honorius hag e sinas ur feur-emglev : Roma a ouestle reiñ pourvezioù (annona) ha douaroù e Galia, hag Ataulf a bromete daskoriñ e c'hoar Gala Placidia, skrapet gantañ. Ha setu penaos e voe kroget da sevel ur Stad padus gant ar Wizigoted, hag Ataulf eo an hini a ziazezas ar Stad-se. Met ne sevenas ket an emglev rak mirout a reas ar briñsez.

E diskar-amzer ar bloaz 413 e klaskas aloubiñ tolead Marselha. C'hwitout a reas war e daol, ha mont etrezek Narbona, Toloza ha Bourdel, broioù a veze graet Galia Narbonense hag Aquitania anezho, hag eno e reas e annez ur pennad. Ac'hano avat ne c'hallent ket diraez ar mor, rak ar Romaned eo a zalc'he an aodoù.

E Genver 414, en un doare dic'hortoz, e timezas Ataulf gant Galla Placidia (hervez ar c'hiz roman) e Narbona, petra bennak ma skriv an istorour Jordanes e oant bet dimezet e 411 er foro Livii (Forli). Marteze e ra dave Jordanes da vloaz an darempred etre hi hag ar roue got, rak istorourien zo a lavar e voe muioc'h a garantez eget a bolitikerezh en dimeziñ-se. (Daveoù a vank)

Ar Wizigoted en Hispania

kemmañ

Er bloaz 415 e treuzas Ataulf ar Pireneoù, hag e lez d'e heul, hag ober a reas e annez e Barcino, ur gêr eus Hispania Tarraconense. Eno e voe ganet e vab kentañ, a voe anvet Teodosius, arouez d'e vennad da unaniñ ar sevenadur got hag an hini roman ; siwazh dezhañ e varvas ar mab-se un toullad mizioù goude.

Hervez an istorour Hidacio e ranked gwelout er marv-se sevenadur un diougan gant Daniel, a lavare merc'h ar Roue eus ar C'hreisteiz a zimezo d'ar roue eus an hanternoz, ha bugel ebet anezhi ne vevo.

Kontrol d'ar pezh edo ar roue o c'hortoz, ne voe ket gwelloc'h ar bed gant e bobl en Hispania : stanket e oa ar porzhioù gant al lestraz roman en Tarraconense ma oa diaes kavout boued. Tud eus e lez a alias ar roue da dreizhañ ar Mor Kreizdouar adal Gibraltar da aloubiñ hanternoz Afrika, hervez mennad Alarig.

En e raok :
Alarig Iañ
Atawulf
roue ar Wizigoted
410-415
War e lerc'h :
Sigerig

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ