Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                

Ar bosnieg pe bosneg (bosanski jezik / босански језик) zo ur yezh slavek a vez komzet e Bosnia ha Herzegovina dreist-holl. Unan eus teir yezh ofisiel ar stad-se eo, gant ar serbeg hag ar c'hroateg. War-dro 3 500 000 a dud ra gant ar bosnieg, enni hag er stadoù tro-dro[1], ha komzet e vez gant Bosniaked dreist-holl.

Yezhadur bosnieg (Sarajevo, 1890).

Kar a-dost eo ar bosnieg d'ar serbeg ha d'ar c'hroateg. Eus hollad ar yezhoù-se e vezed boas d'ober serbeg-ha-kroateg, a-raok diskar Yougoslavia gozh. Neuze e raed ur yezh eus ar serb-kroateg hag ur rannyezh eus ar bosnieg. Yezhoniourien zo, en estrenvro, a zalc'h da welet an traoù en doare-se, ken tost ma'z eo an doareoù yezh-se, evel m'eo saozneg Bro-Saoz ha saozneg ar Stadoù Unanet, da skouer. Hogen e skolioù hag e melestradurezh Bosnia ha Herzegovina int dispartiet.

Notennoù

kemmañ
  1. An Outline of Bosnian Language History

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.