Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                

Bremañ zo ur gazetenn daouviziek e brezhoneg penn-da-benn, krouet gant bodad brezhonegerien yaouank Skol an Emsav e Roazhon e 1980, da vare stourm tud Plougoñ ouzh mennad ar Stad C'hall hag EDF da sevel ur greizenn nukleel e Breizh. Er gazetenn e vez kaoz eus sevenadur hag eus Breizh, met ivez eus keleier lec'hel hag etrebroadel.

Embannet e vez bepred ar gelaouenn gant ar gevredigezh Skol an Emsav, bep eil miz.

Ar skipailh

kemmañ

E-touez ar saverien e oa Jil Killivere, Olier ar Mogn, Mikael Baudu, Mikael Duval, Mark Kerrain. Tamm ha tamm e teuas tud all : Dominig Jolivet, Iwan Kadored, Mich Beyer, Paol ar Meur.

Goude un nebeud bloavezhioù e voe kemeret renerezh Bremañ, ha hini Skol an Emsav ivez, gant Lena Louarn. N'he deus ket bet skrivet meur a bennad goude-se, met gwelet e veze he foltred aliezik er pajennoù.

Adalek 2010 e oa bet Olier ar Mogn rener ar gelaouenn betek ma yafe Samuel Julien da sammañ ar garg-se war e lerc'h.

Kuitaat a reas Lena Louarn renerezh Skol an Emsav e miz Gouere 2010, goude bezañ bet dilennet e Kuzul-rannvro Breizh e miz Meurzh 2010.

Gwenvael Jequel a oa bet o ren ar gevredigezh, etre 2010 ha 2020. Abaoe 2021 eo Gwenael Dage rener Skol an Emsav.

Skipailh ar skridaozañ

kemmañ

Pa veze roet arc'hant gant ar Stad (gant an "implijoù yaouank") e voe gallet paeañ kazetennerien d'ober al labour e-lec'h an emsaverien. Kenderc'hel a ra ar gelaouenn da vezañ maget gant kenskriverien a-youl vat. Abaoe an deroù e vez sammet ul lodenn vras eus labour aozañ ar gelaouenn gant izili a-youl vat eus Skol an Emsav, evel Olier ar Mogn.

  • Fulup Lannuzel, pennskridaozer ha kazetenner
  • Anton Burel, kazetenner
  • Gwenole Gernigon, kazetenner
  • Tangi Legavre, kazetenner
  • Paol ar Meur, kazetenner
  • Olier ar Mogn, rener embann Bremañ
  • Lena Louarn, renerez Skol an Emsav, etre 1989 ha 2010
  • Samuel Julien, rener embann Bremañ
  • Gwenvael Jéquel, rener Skol an Emsav, etre 2010 ha 2020
  • Solenn Georgeault, kazetennerez, etre 1999 ha 2002
  • Milio Latimier, kazetenner, etre 2002 ha 2021
  • Joan Bizien, kazetennerez, etre 2010 ha 2012
  • Gwenael Dage, rener Skol an Emsav hag an embann abaoe 2021
  • Alexandra Perrois-Jaloux, karget eus embann ar c'helaouennoù, etre 2021 ha 2022.

Gwelet ivez

kemmañ

Liamm diavaez

kemmañ
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.