Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                

‘’'C'hanelezh Krimea (e tatareg Krimea Qırım Hanlığı, e ruseg Крымское ханство, e turkeg Kırım Hanlığı) a oa un dierniezh tatar a renas war Krimea etre 1441 ha 1783.

Khanat Krimea
bro istorel
Deiziad krouiñ1441 Kemmañ
Anv er yezh a orinQırım Hanlığı, Kîrîm Kanlîgî Kemmañ
FamilhGiray dynasty Kemmañ
RelijionIslam, Islam sunnit Kemmañ
Yezh ofisielTurki, Ottoman Turkish, tatareg Krimea Kemmañ
KevandirEuropa Kemmañ
Kêr-bennBakhchysarai, Chufut-Kale, Staroselye Kemmañ
Daveennoù douaroniel44°45′18″N 33°51′9″E Kemmañ
Renad politikelmonarchie aristocratique, elective monarchy Kemmañ
A zo stok ouzhRepublik an Div Vroad, Moscovia, Impalaeriezh otoman Kemmañ
Yezh implijetTurki, tatareg Krimea, Ottoman Turkish Kemmañ
Deiziad divodañ19 Ebr 1783 Kemmañ
Relijion ofisielIslam Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Crimean Khanate Kemmañ
Map
Khanat Krimea war-dro 1600

A-douez ar pevar c'hanelezh lakaet e plas gant ar Meuriad Aour eo an hini a badas an hirañ. Stag e voe ouzh an impalaeriezh otoman eus 1475 betek sinadur feur-emglev Küçük Kaynarca e 1774.

Meuriadoù tatar a'n em stalias e Krimea en XIIIvet ha XIVvet kantved. Goude diskar ar Meuriad Aour e savas freuz e-touez ar re a glaske ren war ar rannvro hag an trec'h a yeas gant Hacı Giray, diskennad Toka Temür (trizekvet mab Cuci ha mab-bihan Cengiz Han), ha ganet e Lituania e penn kentañ ar XVvet kantved. E 1441 e kognas moneiz en e anv ha diwar-se e vez lakaet ar bloavezh-se evel bloavezh krouidigezh ar c'hanelezh.

Bloavezhioù kentañ

kemmañ
 
Mengli Giray

Goude marv Hacı Giray e savas tabut etre e vibien Mengli Giray ha Nur Devlet. Diskoulmet e voe ar gudenn e 1475 pa voe aloubet ar vro gant an Otomaned ha lakaet Mengli Giray war an tron ganto.

E 1484 e kemeras perzh an arme krimeat evit ar wech kentañ en ur brezel otoman kaset gant Bayezid II.

E 1502 e voe arsailhet kêr Saray gant Mengli ha darc'haouet evel-se an taol diwezhañ ouzh c'hahanelezh ar Meuriad Aour. Goude-se e kemeras ar galloud war c'hanelezhioù Kazan hag Astrahan. Gant ar c'hresk-se teuas ar c'hanelezh da vezañ ur stad a-bouez er rannvro ha kevezerezh a savas etrezo ha priñselezh Moskov. E 1521 e lakaas Mehmet Giray ar seziz war Moskov ha trec'het ar Rused. Adalek an deiz-se ha betek mare Pêr Iañ e voe paeet truajoù gant ar Rused d'an Datared.

Oadvezh aour

kemmañ
 
Gazi Giray II

Devlet Iañ Giray a bignas war an tron e 1551. Sirkasianed, Nogayed pe Kiptchaked a yae d'ober e arme. E 1571 e voe trec'h war ar Rused adarre ha lakaet Moskov en arigrap. Raktres Devlet Giray a oa aloubiñ Rusia a-bezh, met ne badas ket pell e huñvre pa voe faezhet ar bloaz war-lerc'h gant ar Rused en emgann Molodi, 60 km e su Moskov.

Jeu a savas etre hêred Devlet Giray goude e varv e 1577. An trec'h a yeas gant Gazi II Giray, lesanvet Bora, e 1588. Hemañ a reas berzh e-kerzh ar brezelioù etre an impalaeriezh otoman hag Aostria a-raok mervel gant ar vosenn e 1607.

Diskar

kemmañ

E fin ar XVIIvet kantved e oa c'hanelezh Krimea en ur blegenn diaes, pa oa kreñvaet kalz Rusia (deuet da vezañ un dsariezh), ha rouantelezh Pologn krevredet gant Dugelezh Meur Lituania ivez.

Arme Krimea, renet gant Murat Giray, a yeas da harpañ an Otomaned en Eil seziz Vienna (1683). Goude drouziwezh an emgann e voe lamet e garg digant Murat Giray ha lakaet Hacı II Giray e penn ar c'hanelezh. Ne chomas ket pell war an tron hag e 1684 e teuas Selim Iañ Giray e penn ar c'hanelezh evit an eil gwech.

Un taol fall e voe da c'hanelezh Krimea drouziwezh an Otomaned en o brezelioù ouzh Rusia ha sinadur feur-emglev Karlofça e 1699. Hervez an emglev-se e oa difennet ouzh an Datared kas ergerzhadennoù brezel en tiriadoù rus ha poloniat ha mont a reas war zigresk an niver a sklaved gwerzhet war marc'hadoù Krimea kement ha ken bihan ma voe ret serriñ ar marc'hadoù-se e 1735.

E 1736 ec'h eas ar Rused betek Bahçesaray ha lakaet ar rannvro en arigrap. E-kerzh brezel 1768-1774 etre an Otomaned ha Rusia e voe aloubet ledenez Krimea gant ar Rused (1771). D'an 21 a viz Gwengolo 1774 e voe sinet feur-emglev Küçük Kaynarca ha tennet Krimea diouzh tiriad an Otomaned ha ne chome levezon ganto nemet a-fed relijion.

E 1777 e pignas Şâhin Giray, anavezet evit e vignoniezh ouzh ar Rused, war an tron, daoust da enebiezh Bahadır II Giray, a-du gant an Otomaned.

E 1779 e voe sinet feur-emglev Aynalıkavak a zisklêrie dieubidigezh Krimea hag a redie soudarded Rusia da skarzhañ diouzh al ledenez. Daoust d'o sinadur ne voe ket sentet ouzh ar c'hemennoù-se gant Rusia hag e 1783 e voe aloubet en-dro Krimea gant armeoù Katelin II. Sevel a reas ar bobl ha lakaet Bahadır Giray war an tron. Şâhin Giray a zistroas gant sikour arme Rusia met, pa ne voe ket roet e c'hoant dezhañ gant ar Rused e klaskas repu en Istanbul. Lazhet e voe war enez Rodos.

E 1792 e voe staget da vat Krimea ouzh Rusia gant sinadur feur-emglev Yaş.

Darempredoù diavaez hag armerzh

kemmañ
 
Hansaray, palez ar c'han e Bahçesaray

Kêrbenn gentañ c'hanelezh Krimea a voe Salacık. E 1532 e tivizas Sahib Iañ Giray lakaat anezhi e Bahçesaray.

Daoust ma oa c'hanelezh Krimea stag ouzh an impalaeriezh otoman e oa evel ur stad dieub : gallout a rae kognañ moneiz pe sinañ emglevioù gant stadoù all. Ne veze ket paeet tailhoù ganto d'an Durked ; er c'hontrol e veze kaset profoù d'an Datared gant ar sultan otoman e degouezhioù liesseurt : goproù bloaziek d'ar c'han, d'e galgay ha d'e familh, profoù d'ar c'han ha d'ar c'halgay nevez anvet, skodennoù evit lakaat an arme tatar da gemer perzh er brezelioù otoman...

Stag e oa armerzh c'hanelezh Krimea ouzh ar c'henwerzh war vor hag ar brezelioù kaset. Kalz a soudarded a veze kaset gant ar c'hanat da sikour an arme otoman en e vrezelioù en Europa hag ar gounid degaset gant an trec'hioù a yae d'ober ul lodenn vat eus ekonomiezh ar vro. Dre-se ec'h eas armerzh Krimea da fall da heul diskar an Otomaned.

Ar sklavelezh a zegase gounid ivez d'ar c'hanat. Dont a rae ar sklaved eus Ukraina, Kaokaz, Sirkasia, Rusia ha Pologn dreist-holl. Hürrem Sultan, pried Süleyman ar Meurdezus, a zeue eus ar marc'hadoù sklaved krimeat.

Pennad kar

kemmañ

Roll c'haned Krimea

Mammenn

kemmañ
  • Alan W. Fischer, "Les rapports entre l'Empire ottoman et la Crimée". E-barzh Cahiers du monde russe et soviétique, niv. 13-3, 1972.