Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                

Chatal

loened pevarzroadek a c'hell bezañ savet gant an dud
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar chatal a zo loened pevarzroadek a c'hell bezañ savet gant an dud abaoe Nevezoadvezh ar Maen; ur ger lies eo eta. Ur penn-chatal a vez lavaret pa ne gomzer nemet eus ul loen.

Prad ha saout o peuriñ ennañ e Suis
Deñved ha bioù o peuriñ e Suafrika

Serret e vez ar chatal e krevier an atantoù pa ne vezont ket lakaet da beuriñ dindan an amzer. Kevatal eo ar ger chatal d'ar ger gallek "bétail", met ur ster strishoc'h a zo d'ar ger saoznek "cattle", a zo kenorin, pa ne dalv nemet evit ar bioù (Bos taurus).
Chatal-korn a zo ur ger brezhonek kevatal da "cattle". Implijet e vez evel ur furm a-stroll peurvuiañ, met kavet e vez al liester chataloù ivez.

En henvrezhoneg e veze implijet ar ger gwarzheg evel e kembraeg (gwartheg) pe e kerneveureg (gwarthek). Kavout a reer ar stumm “gorheg” e ledenez Rewiz (gouez da Yvan Guehennec).

Un diforc'h a vez graet etre

hag

Ar chatalerezh a vez graet eus ar sevel-chatal pe desavadur ar chatal gant an saverien-chatal.

Kunujenn

kemmañ

"Chatal" a zo ivez ur ger-kunujenniñ taolet gant dispriz.

El lennegezh

kemmañ

Chatal vil pleget bepred o glin. Va fobl, barzhoneg gant Youenn Olier.