Demokratiezh Aten
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Er VI kantved kent J.-K. e oa bet skoet keodedoù henc'hres gant un enkadenn bolitikel c'hrevus a oa daou abeg dezhi. ar sklavelezh abalamour d'o dleoù, a liamm ar statud politikel ha ar binvidigezh, a skoe un niver brasoc'h-brasañ a beizanted vihan na oant ket perc'henn war o douaroù. Bras e oa an dizingalded war an dachenn bolitikel hag an displijadur e-touez an dud diwar ar maez. Diouzh an tu all e kreskas implij ar moneiz hag an eskemmoù kenwerzh, ar pezh a lakaas artizaned ha paramantourien kêr da sevel ur renkad sokial nevez en e aez hag a c'houlenn groñs fin monopol an noblañs war an dachenn bolitikel. Evit respont d'an enkadenn zoubl-se, kalz keodedoù en henc'hres a gemmas a-grenn o aozadur politikel. En Aten e voe degemeret un hollad adreizhadennnoù, ar pezh a roas lañs d'un argerzh a lakaas da ziwan ur renad politikel nevez er V kantved : an demokratiezh.
An adreizhadennoù politikel
kemmañA-bouez eo kompren ne ziwanas ket demokratiezh Aten diwar emsavadegoù poblek er c'hontrol da demokratiezhioù all, evel hini ar Stadoù-Unanet pe hini ar Republik c'hall a vremañ. Diwan a reas diwar youl ar bolitikourien da asuriñ unaniezh o c'heoded. Setu ar peder adreizhadenn bennañ hag anv ar re o c'hasas da benn :
Adreizhadennoù Drakon
kemmañChoazet e oa Drakon, e 621-620, evit lakat dre skrid lezennoù a denne d'an aferioù muntr hepken. Brudet eo bet o c'haleter betek an amzer hiziv. An diviz bihan-se a ziazeze koulskoude ur gwir ingal evit an holl hag anavet gant an holl a ouie lenn, ar pezh a ziskare ul lodenn eus galloud ar vrientinien. Diazezañ a rae ivez aotrouniezh ar stad a-us d'ar c'herentiezhioù war dachenn ar justis. C'hwec'h tesmotet (gward al lezenn skrivet) zo lakaet ouzhpenn e kuzul an arc'honted d'ar c'houlz-se. Daoust ma'z a an enkadenn war washaat, n'eo ket boulc'het tamm ebet monopol armerzhel ha politikel tiegezhioù bras Aten, an Eupatrided. An Arc'honted (a vez renet ar geoded gant o c'huzul d'ar c'houlz-se) a veze atav choazet en o zouez. Daou batrom a zegas ur respont d'ar c'hudennoù-se a anadas e henc'hres er VIvet kantved :
- tredeogiezh ul lezennour, karget, en un doare kenemglev, da lakaat un termen d'ar reuz a c'hallfe degas ar brezel diabarzh pe diwezh ar geoded ;
- An tiranterezh, a seblant bezañ un diskoulm dibad da bec'h ar c'heodedoù. Gant Solon, al lezennour, ha goude gant ar Peisistrated e vo anavet an daou diskoulm gant Aten.
Adreizhadennoù Solon
kemmañSolon a glaskas diskoulmañ an enkadennn bolitikel a oa en e geoded. Arc'hont etre -594 ha -593, lezennour, saver ur c'hod lezennoù, e lamas da viken ar sklavelezh en abeg d'an dleoù hag e tisklêrias gwir an holl da gemer perzh e divizoù ar geoded. Spisaat a reas deverioù an holl e-keñver ar geoded e feur o finvidigezh.
Adreizhadennoù Kleistenes
kemmañGant e adreizhadenn eus 508 Kleistenes, un eupatrid a oa ezel eus unan eus ar brasañ tiegezh a oa en Aten, an Alkmeoned, a roas d'ar bobl ar gwir da gemer perzh n'eo ket hepken en divizoù politikel met ivez e melestradur ar geoded o tigeriñ ar magistradurioù dezhi en eskemm eus he harp war an dachenn bolitikel. Diazezet eo an adreizhadenn-se war adaozadur an egor keodedour. Ur reizhiad ingaladur hervez al lec'h bevañ pe ganedigezh a gemer lec'h ar frammoù politikel kozh diazezet war ar binvidigezh hag ar gerentiezh. Ne vez ket termenet statud ar geodedourien atenat hiviziken estroc'h evit dre an demos m'int stag outañ.
Adreizhadennoù Perikles
kemmañWar-dro kreiz ar Vvet Perikles a lakas e plas un digoll pemdeziek evit ar re a gemere perzh e bodadennoù an Helie hag e re ar Boule, pe en arvestoù ar Panathene : anvet e oa ar misthos (« gopr ») hag e bal a oa lakaat ar geodedourien baourañ hag ar re a oa o chom ar pellañ eus kreiz ar geoded da gemer perzh en he buhez. A-drugarez d'ar misthos e c'hallent chom hep labourat e-pad un devezh evit seveniñ o c'hargoù sivil pe politikel. Tremen a reas ar misthos eus div da deir obolenn dre zevezh en amzer Kleon, da lâret eo gwerzh gopr un devezhour paour. An diviz-se a greñvae an demokratiezh o reiñ an tu d'an holl da gemer perzh e buhez ar geoded.
An ensavadurioù politikel
kemmañAn Eklezia
kemmañGant an Eklezia e veze votet al lezennoù ha disklêriet ar brezelioù. Kement keodedour Aten en e oad gour en doa ar gwir da gemer perzh enni. Bodet e veze an Eklezia peder gwezh bep miz, d'an nebeutañ war dorgenn ar Pniks. pep hini a c'halle reiñ e ali ha goude e veze votet o sevel an dorn. Gant ar brasañ niver ez ae an trec'h. Divizout a rae an Eklezia harluiñ ar geodediz a seblante dañjerus evit an demokratiezh dre un argerzh anvet ostrakism.
Ar Boule
kemmañAr Boule eo an anv a veze roet d'ur c'huzul e meur a renad gresian eus an Henamzer. En Aten e veze graet "Kuzul ar 500" anezhañ ivez alies rak adalek adreizhadennoù Kleistenes e oa enni 500 kuzulier, 50 evit pep meuriad. Tennet e vezent d'ar sord diwar rolloù savet gant pep demos eus ar geodediz koshoc'h evit 30 vloaz a oa prest da gemer perzh e labour ar c'huzul. Bep bloaz e veze tennet izili nevez d'ar sord hag ur c'heodedad ne c'halle bezañ ezel eus ar boule ouzhpenn div wezh. Labourat a rae ar c'huzul-se dibaouez. Renet ha kenurzhiet e veze e labour gant ar Britaned. Dalc'het e veze bodadegoù ar Boule er Bouleuterion, ur savadur a oa e-kichen an Tholos en agora. Dilennidi pep meuriad a chome e-doug un dekvedenn eus ar bloavezh (35-36 devezh), ar britaniezh, en ur savadur tost d'ar Bouleuterion, ar Pritaneia, noz-ha-deiz. Prest e vezent dalc'hmat d'ober war-dro aferioù ar geoded. Labour pennañ ar Boule a oa dastum ar c'hinnigoù lezennoù kinniget gant keodediz, ha goude prientiñ an dnavez-lezennoù evit gallout goude se bodañ an Ekklesia.
Ar vagistrated
kemmañMerañ a raed aferioù pemdez ar geoded ha diwall a raent ma vefe doujet d'al lezennoù. En o zouez 10 strategour hag a rene an arme a veze dilennet hag a c'halle bezañ dilennet meur a wezh. Lod eus ar vagistrated evel kuzulierien ar Boule ha barnerien an Helie a veze tennet d'ar sort bep bloaz. Ar re bouezusañ avat evel ar strategourien (strategoi) a veze dilennet bep bloaz. Galloud ar vagistrated a ranke bezañ pleustret en un doare stroll ha morse en un doare hiniennel. Kontrolet e veze labour ar vagistrated hag ar gannaded e fin o c'harg. Evel se e kontrole Ateniz o magistrated en un doare efedus hag e virent oute da zont da vezañ tiranted.
Ar dokimasia a oa an enselladenn a veze graet war ar vagistrated da zont evit disteraat heuliadoù fall an dennadeg d'ar sord. Dre an enselladenn-se e wiried e oa keodedour an danvez magistrat, en doa an oad izelañ rekis, n'en doa ket bet ar garg-se biskoazh hag e oa dellezek anezhi. Dalc'het e veze dirak an Eklezia, pe an Helie, pe dirak an daou.
An Helie
kemmañAl lez-varn poblek-se a oa ennañ 6000 keodedour, atav koshoc'h evit 30 vloaz ha rannet e dek rummad 500 keodedour (gant 1000 a veze miret ouzhpenn) a veze tennet d'ar sord bep bloaz evit dont da vezañ ezel eus an Helie.
An Aeropagos
kemmañAn Aeropagaos a oa un ensavadur politikel a oa anezhi a-raok an demokratiezh hag a vije bet krouet gant doueed. He fal kentañ a oa « mirout al lezennoù », da lâret eo da ziwall e vefe doujet d'ar vonreizh. Abalamour da se en doa galloudoù justis ledan-kenañ. E izili a oa keodediz hag a oa bet Arc'honted, da lavaret eo tudjentil pinvidik ha galloudus. Goude adreizadenn -487 e voent tennet d'ar sord. Dont a ra he anv eus un anv-lec'h, hini "tuchenn Ares", an Areopagos, e lec'h ma veze bodet. Edo an duchenn-se en Aten, el lec'h ma prezegas Paol Tarsus, nepell diouzh an Akropolis. Abaoe ar prantad arkaek e oa bet dalc'het prosezioù eno. E liamm gant Ares, diazezet war ur gerdarzh gaou marteze, a c'hallfe bezañ savet evit displegañ an anv-lec'h hepken. E lec'h e diavaez an agora a oa kalon ar geoded zo un arouez kreñv : an torfedoù ne vezont ket digemeret er geoded!
A-drugarez da adreizhadennoù Drakon e c'halle ar geodediz sevel klemm d'an Areopagos a-enep ar vagistrated o doa graet gaou oute e-doug o c'harg. Kreñvaet e oa c'hoazh galloud an Areopagos gant adreizhadennoù Solon, hag hemañ a zeuas da vezañ un doare kuzul ar furien hag a wareze ar geoded a-enep ar gourdrouzoù eus an diabarzh (Diwall a rae evel se - en un doare souezhus a-walc'h - ouzh an iriennoù savet a-enep an demokratiezh) met re an diavaez ivez. Abalamour da se, ne rente kont an Aeropagos eus e obererezh dirak ensavadur ebet. Goude adreizhadennoù Kleistenes hag ar brezelioù medek, ar galloud dalc'het gant an Areopagos a zeuas da vezañ kreñv-kenañ. Efialtes ha Temistokles a labouras kevret evit bihanaat al levezon-se hag da greñvaat re an Eklezia, ar Boule, ha lezioù-barn nevez an Helie. Goude -462, an Areopagos n'he doa ket galloud politikel ebet ken ha dont a ra da vezañ un ensavadur kozh ha doujet hag a varn ar muntroù hag an aferioù relijiel.