Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                

Enez-Sun

kumun Penn-ar-Bed

Enez-Sun zo un enezenn er c'hornôg da Vreizh e departamnt Penn-ar-Bed hag ur gumun ivez. Suniz a reer dre vras eus annezidi Enez-Sun, hag Enezourien en enez. E kostez Leon e vez distaget "Sizun" pe "Suzun"[2].

Enez-Sun
Enez-Sun gwelet eus an tour-tan.
Enez-Sun gwelet eus an tour-tan.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Île-de-Sein
Bro istorel Kernev Kernev
Melestradurezh
Departamant  Penn-ar-Bed
Arondisamant Kemper
Kanton Pontekroaz (betek 2015)
Douarnenez (abaoe 2015)
Kod kumun 29083
Kod post 29990
Maer
Amzer gefridi
Didier Fouquet
2020-2026
Etrekumuniezh KK Bro ar C'hab
Lec'hienn Web http://www.mairie-iledesein.com
Poblañsouriezh
Poblañs 266 ann. (2020)[1]
Stankter 459 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 02′ 12″ Norzh
4° 50′ 58″ Kornôg
/ 48.036667, -4.849445
Uhelderioù kreiz-kêr : 6 m
bihanañ 0 m — brasañ 9 m
Gorread 0,58 km²
Lec'hiañ ar gêr
Enez-Sun

Emañ ar gumun e-barzh park naturel mor an Hirwazh hag e Park an Arvorig.

Douaroniezh

kemmañ
 

Emañ Enez-Sun 8 km rik er c'hornôg a-vaez da Veg ar Raz e penn un enezeg n'eus annezer ebet warni nemet en Enez-Sun, an enezenn vrasañ. War unan eus ar c'herreg-tarzh pellañ eo bet savet en XIXvet kantved tour-tan ar Maen.

Sun ivez eo anv ar c'hab a zo en tu all d'ar Raz anvet ar C'hab-Sizun (ar C'hab e genoù an holl).

Rust e vez ar mor el lec'hioù-se ma vev lod eus an enezourien eus ar peskerezh e-touez ar c'herreg-tarzh a anavezont mat.

  • Gorread : 0,58 km²
  • Poblañs (2020) : 266 a dud
  • Stankter : 459 den/km²

Kumunioù amezek

kemmañ

Anvioù

kemmañ

Meur a anv zo bet da Enez-Sun a-dreuz an Istor.

 
Banniel Enez-Sun.
  • Hyacinte Le Carget, istorour eus Ar C'hab en deus renablet unnek lec'h en enezenn ma chom roudoù eus mare an oadoù mein[13]. Distrujet eo bet an testoù-se en dibenn an XIXvet kantved. Hiziv ne weler nemet daou vaen-sav e-tal an iliz, anvet Ar Fistilherien[14] pe Ar Bregourien[15].
  • An douaroniour roman Pomponius Mela en doa graet meneg er bloaz 43 eus un enezenn anveet Sena e-tal ar promontorius Gobaeus. Lod o deus soñjet e c'hellfe anv Plougoñ dont eus al lec'hanv-mañ. Deskrivañ a ra Pomponius Mela Enez-Sun evel ul lec'h ma vez kaset korfoù ar re varv dindan evezh an drouized. Nav gwerc'hez, drouizezed anezho, a vije bet o chom war an enezenn.
  • Ul lodenn eus douaroù ar boblad c'halian Osismied e oa Enez-Sun d'ar mare-hont.

Liammet ouzh Enez-Sun eo buhez sant Wenole. Lavaret e vez en dije savet ur prioldi eno a-raok mont da Landevenneg da grouiñ an abati. Diarvar eo e oa perc'hennet an enez gant an abati. Un dle a 150 merluzenn o doa ar besketaerien da gas d'ar manati bep bloaz. Meneget eo an enez e diellaoueg Landevenneg dindan an anv Seidhun, deuet da vezañ Sidun ha Sizun pelloc'h e diellaoueg Kemper.

Dindan paeroniez sant Ke e oa an iliz-parrez betek dibenn an XIXvet kantved. Adanvet eo bet an iliz e 1902 ha laaket dindan paeroniezh Ke ha Gwenole. Un tamm askorn eus relegoù sant wenole a zo dalc'het en iliz parrez.

 
La veuve de l'Île de Sein (Intañvez Enez-Sun) • Émile Renouf (1880) • Mirdi an Arzoù-kaer, Kemper
  • Mervel a reas 21 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel[17], eleze 1,95 % eus he foblañs e 1911.
Da heul de Gaulle
  • 1 300 den a oa o chom en Enez da vare ar brezel ; 341 a oa enskrivet war roll ar besketaerien. E-tro 230 anezho zo bet galvet da vont d'an arme e miz Gwengolo 1939, ar pezh en deus lakaet 40 % eus ar bagoù-pesketa war ar sec'h, d'ar mare-se.
  • D'an 19 a viz Even 1940, p'edo an Alamaned oc'h aloubiñ Breizh, ar vag Ar Zenith a gasas d'an Enez un toullad soudarded ha tud yaouank eus ar C'hab Sizun, c'hoant gante da genderc'hel da stourm. Martoloded Ar Zenith, gant o mestr Jean-Marie Menou, a voe ar re gentañ eus Enez Sun o vont da Vro-Saoz da gas soudarded.
  • Rouanez ar Mor Prosper Couillandre ha Velleda Jean-Marie Porsmoguer, eo an div vag a yeas kuit eus an Enez da vont da Vro-Saoz d'ar 24 a viz Even 1940. Gante e oa 57 enezad mui un toullad siviled all. Broudet e oant bet gant galv ar jeneral de Gaulle da genderc'hel gant ar stourm.
  • Corbeau des Mers Pierre Couillandre, Maris Stella Martin Guilcher ha Rouanez ar Peoc'h François Fouquet eo an teir bag a yeas kuit eus an Enez da vont da Vro-Saoz d'ar 26 a viz Even 1940. Kant pevarzek (114) Enezour en holl a oa e bourzh ar pemp bag-se.
  • 4 den all a loc'has eus Brest e bourzh ul lestr marc'hadour d'ar 25 a viz Even 1940.
  • 6 den muioc'h, a-hiniennoù eus lec'hioù all.
  • 5 martolod-pesketaer a loc'has eus Enez-Sun e bourzh ar vag Yvonne-Georges d'an 3 a viz Here 1943.

En holl e voe 133 Sunad nann-soudard oadet etre 16 ha 54 bloaz, ha 24 soudard eus gwarnizon an Enez oc'h erruout e Londrez, da lavaret eo 25% eus ar youlidi a oa eno ; n'eus enezenn all e Breizh ma'z eo en em gavet hevelep lusk da vont d'ar brezel. D'ar 5 a viz Gwengolo 1946 ec'h eas ar jeneral de Gaulle d'an Enez da saludiñ kentañ soudarded ar Forces françaises libres : "Ur c'hard eus Bro-C'hall eo Enez-Sun," emezañ[18]. Perzh brasañ paotred an Enez eo bezañ lakaet o anv da vont gant de Gaulle da dra ma tec'he kuit da Varoko 95% eus ar soudarded c'hall a oa e Breizh-Veur d'ar mare-se ; er Morlu e servije ar braz anezho.

D'an talbenn

E dibenn ar bloaz 1940, meur a vartolod eus an Enez o deus kaset spierien d'ar vro gant o bagoù dre lien. An hini brudetañ anezho eo François Follic, en deus kaset tud dre bemp gwech d'ar C'hab Sizun evit krouiñ kentañ strollad Rezistanted ar vro dindan renerez ar c'habiten korvetenn Honoré d'Estienne d'Orves (1901-1941). Paket int bet holl ha tri martolod eus an Enez zo chomet da louediñ e toulloù-bac'h an Nazied en Alamagn.

Tri den eus Enez-Sun : Félix, Martin hag Anne-Marioe Guilcher zo brudet e kreiz Bro-C'hall evit endevout savet ha renet ur strollad rezistanted tro-dro da Dours ha da Châteauroux.

Fin ar brezel

E-pad pevar bloaz e chomas an Alamaned war an Enez, eus an 18 a viz Gouere 1940 betek ar 4 a viz Eost 1944. Pulluc'het o deus tour-tan Goulenez ha tour-ged ar Geveur a-raok mont kuit. D'ar mare-se e voe savet en Enez un unvez eus an FFI, a yeas da sikour derc'hel an Alamaned e andread an Oriant ha Sant-Nazer.

Paotred an FNFL o deus dalc'het penn ouzh an Alamaned betek fin ar brezel ha n'int distroet nemet en hañv 1945. Kollet o deus 18 den ha padal 33 den eus an Enez zo marvet er brezel, soudarded ha siviled. Enez-Sun eo ar gumun nemeti ma'z eus bet muioc'h a soudarded marvet en Eil Brezel-bed (27) eget er Brezel-bed kentañ[19].

Peuzplaen ez eo aet an traoù war an Enez. Distroet eo ar soudarded goude an ehan-brezel e miz Even 1940, hag ar peskerezh a ya en-dro. Buan avat o deus gouezet an Alamaned buan e Enez-Sun un neizhiad aduidi ar jeneral de Galle, setu m'o deus ranket an Enezourien gouzañv hogos kant soudard war an Enez a-hed ar brezel. Trubuilhoù zo bet evit mont da besketa, minet eo bet darn eus an aodoù ha danzouarennoù (Blockhaus) zo bet savet. Deuet oa ar vizer war an Enez e dibenn ar brezel, betek lakaat tud da vervel gant an naon.

  • Merval a reas 32 zen ag ar gumun abalamour d'ar brezel[20].

Brezelioù didrevadennañ

kemmañ
  • Mervel a reas ul letanant bet ganet er gumun e miz Meurzh 1959[21].

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
  • Daou beulvan anvet "ar Bregourien".
  • Ar porzh-pesketa, tourioù-tan, straedoù strizh, tiez ar besketaerien.
  • Iliz eus an XIXvet kantved: delwenn gozh ar Werc'hez.
  • Chapel en he foull Sant Kaourintin.

Bezioù ar C'hommonwealth e bered nevez ar gumun

kemmañ
 
Bro Niver a dud
  Rouantelezh-Unanet 5 (Merdeadurezh a genwerzh)
  Rouantelezh-Unanet 1 (Morlu)
Dianav 4 (Merdeadurezh a genwerzh)
Hollad 10

E-kerzh ar Brezel-bed kentañ, al lestr-kenwerzh breizhveuriat S.S. War Song war e zistro eus Bilbo d'ar 15 a viz Genver 1918 a voe kaset d'ar strad gant tennoù al lestr-spluj alaman U 84 (Walter Roehr), 19 kilometr er c'hornôg da Enez-Sun [22], [23],[24].

Poblañs

kemmañ

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

kemmañ

Niver a annezidi

Melestradurezh

kemmañ
  • Maer : Didier Fouquet (2020-2026)

Levrlennadur

kemmañ
  • Auffret, Pierre-Louis & Bresson, P. 19juin 1940... Ar Zénith, en route vers la liberté !. Éditions Bleu b., 2016.
  • Auffret-Quintin, Jane. Vivre autrefois à l’île de Sein. Brestr : Imprimerie De L'Iroise, 1994
  • Bataillard, Michel. Une histoire de l’île de Sein, 2012
  • Bauche, Jacques). Jean-Marie de l’île de Sein. Paris : Éditions France-Empire, 1967
  • Bauche, Jacques. Le ralliement de l’île de Sein. In : Revue de la France Libre, niv. 156bis, 1965
  • Cressard, Pierre). Le paradis tranquille des petites îles. Roazhon, 1951, pp 66-84
  • Doaré, Jean-Jacques & Le Berre, Alain. Pointe de Cornouaille 1939-1944. Ploeneg : Éditions AS3P, 2006 (ISBN 978-2-9524073-0-4)
  • Duigou, Serge & Le Boulanger, Jean-Michel. Cap Sizun. Kemper : éd. Palantines, 2005, p. 152-153.
  • Fagon, Christian & Riou, Yann. Trésor du breton de l'île de Sein. Naoned : An Alarc'h, 2015 (ISBN 978-2-916835-67-9)
  • Fondation de la France Libre. Hommage aux Français Libres de l'ïle de Sein qui ont refusé la défaite. Paris, 2022
  • Fouquet, Jos. Île de Sein, promenades et découvertes, pp. 34-36. Enez-Sun: emembann.
  • Fouquet, Jos. Ceux du 18 juin 1940. Enez-Sun : emembann.
  • Gicquel, Roger. Sein – L’éternelle résistante. Roazhon : Éditions Apogée, 1998 (ISBN 978-2-84398-006-0)
  • Herve (Colonel). L’île de Sein répond à l’appel. In : Revue historique de l’armée, niv. 3, 1970, pp. 129-134.
  • Kersulec (P.Y),Riou (Y), Paroles de Sénans – La pêche. Fouenant : Yoran Embanner, 2022 (ISBN 978-2-36785-051-1)
  • L’écho des îles Bulletin des îles du Ponant, 1993-1995
  • Le Barbier, André-Gaston. Les conditions de vie à l’Île-de-Sein
  • Le Cunff, Louis & Richard, Stanislas. Sein, l’île des trépassés. Paris : Éditions A. Bonne, 1959
  • Le Naour, Jean-Yves &al. Les compagnons de la libération : l’île de Sein. Charnay-lès-Mâcon : Bamboo Éditions, 2022 (ISBN 978-2-8189-6943-4)
  • Lescoat, Jacques. Sein est son nom. Roazhon : Éditions Finisterre, 2000 (ISBN 978-2-9512072-3-3)
  • Mallet, Franck. Sein ou le voyage sans retour. Assérac : Éditions Mémoria, 2001 {(ISBN 978-2-911526-35-0)
  • Marin, Jean & Bancaud, Henri. Île-de-Sein. Roazhon : Ouest-France, 1992
  • Mouez Enez Sun Bulletin paroissial de l’île de Sein
  • Mouez Enez Sun Bulletin associatif 1997- 2005
  • Ollivier, Jean-Paul. Sein, 18 juin 1940 – Ils étaient le quart de la France.... Kemper : Palantines, 2013 (ISBN 978-2-35678-083-6)
  • Mazéas, Michel. Les houles de la mer d’Iroise. Roazhon : Ouest-France, 2003 (ISBN 978-2-7373-2643-1)
  • Pichavant, René. Sein, l’île des cormorans bleus. Douarnenez : Éditions Morgane, 1991 (ISBN 978-2-298-04831-5)
  • Portais, Pierre. Île de Sein, une paroisse des histoires. Enez-Sun : Mouez Enez sun, 2002
  • Richard, Stanislas. Île-de-Sein, 1954
  • Rouz, Bernez. Sein, une île de résistances. Gourin : Éditions des Montagnes noires, 2023 (ISBN 979-1097073961)
  • Salaun, Pierre. Île de Sein. Roazhon : Ouest-France, 1997

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Dave ha notennoù

kemmañ
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Fagon & Riou, op. cit.
  3. (la) Pomponii Melæ de situ orbis libri iii
  4. (la) [De conloqvio Gradloni apvt sanctvm Wingvaloevm
  5. (la) Gallica
  6. E 1752 : p. 804
  7. Gallica
  8. (fr) Levrenn XV
  9. (fr) p. 20
  10. P. 568-a en ebannadur 1876, adembannet e 1979 gant Joseph Floch e Mayenne.
  11. (fr) La cité des Osismii et la cité des Veneti
  12. (fr) L'île des sept sommeils
  13. Hyacinthe Le Carguet, L'île de Sein aux temps préhistoriques, in : Géographie de la Gaule romaine, 1897, pp. 357-368
  14. Ernest Desjardins, Géographie de la Gaule romaine, levrenn 1, p. 307
  15. H. Le Carguet, 1897, Anatole le Braz, 1913, ha Mab bihan Yann ar fakteur, in Enez Sun, Arvor, 5 here 1941, p.2.
  16. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, p. 50.
  17. Henri Amouroux, La vie des Français sous l'occupation. Paris : J'ai lu, 1969, p. 157 (ISBN 979-10-94787-42-7)
  18. (fr) 'Hommage du général de Gaulle à l'Ile de Sein'. Kavet : 20/09/2023.
  19. Dantec, Ronan. Bretagnes du XX siècle. Roazhon : Ouest-France, 2010 (ISBN 978-2-7373-5138-9)
  20. Memorial Genweb
  21. Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  22. (fr) Naufrages & épaves au Ponant
  23. (en) Commonwealth War Graves Commission
  24. (fr) Enez Sun
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.