Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                

Felix Salten (Siegmund Salzmann e anv gwir ; ganet e Pest, Hungaria, d'ar 6 a viz Gwengolo 1869 - marvet e Zürich d'an 8 a viz Here 1945) a oa ur skrivagner aostrian. E oberenn anavezetañ eo Bambi: Eine Lebensgeschichte aus dem Walde ("Bambi, istor ur vuhez er c'hoadoù"), embannet e 1923. Troet eo bet al levr-se en ouzhpenn 30 yezh. Un eil levr zo bet savet gant Felix Salten, Bambis Kinder, eine Familie im Walde ("Bugale Bambi, ur familh er c'hoadoù"), e 1939. Deuet eo istor Bambi da vezañ un oberenn glasel el lennegezh evit ar vugale. Graet ez eus un dresadenn-vev diwarnañ gant studioioù Walt Disney, e 1942.

Felix Salten

Ganet e voe Siegmund Salzmann e Pest, en Hungaria, en ur familh yuzevien hag a yeas da vevañ da Vienna diouzhtu goude e c'hanedigezh. Da 16 vloaz e paouezas ar paotr yaouank gant e studioù hag en em lakaat da labourat evit ur stal asurañsoù. Stagañ a reas da skrivañ barzhonegoù ha pennadoù skridvarnerezh hag a voe embannet e kelaouennoù lennegel. Buan a-walc'h e tapas kaout labour leun-amzer evit se gant er gazetenn Wiener Allgemeine Zeitung. E 1900 e embannas e zastumad danevelloù kentañ ha dizale e voe embannet levrioù all gantañ, unan bep bloaz well-wazh, pezhioù-c'hoari, danevelloù, romantoù, arnodskridoù... ouzhpenn e bennadoù evit meur a gazetenn eus Vienna.

E 1906 e stagas da labourat evel penngazetenner evit kazetennoù alaman, ar Berliner Zeitung am Mittag hag ar Berliner Morgenpost, met distreiñ a reas da Vienna dizale.

Er bloavezhioù 1930 e teuas an traoù da vezañ arvarus evit Yuzevien Aostria. Berzet e voe levrioù Salten gant an Nazied e 1936. Pa voe staget Aostria ouzh Alamagn, e 1938, ez eas kuit eus Aostria, da vevañ da Zürich, e Suis. Eno e varvas e 1945 ha beziet e voe e bered yuzev Zürich.