Flavius Orestes
Flavius Orestes (Poetovio, war-dro 420 - 28 a viz Eost 476, Piacenza) a oa ur jeneral ha politikour roman eus Pannonia a lakaas e vab da impalaer roman.
Ganet e oa Orestes e Poettovio (hiriv Ptuj en Slovenia) en un tiegezh roman uhel eus Pannonia Savia, ha mab e oa d'ar pagan Tatulus. Advabet e voe gant Romulus, comes Norica, a lavare diskenn eus ar roue Romulus. Dimeziñ a reas d'e verc'h, Flavia Serena,
Pa voe laosket Pannonia gant Huned Attila, e voe kaset Orestes en 443 gant an impalaer Valentinian III da lez Attila ma teuas da vout sekretour (notarius). E 449 e voe kaset Orestes gant Attila div wech da Gergustantin d'an impalaer Theodosius II. Mervel a rea Attila en 453, ha distreiñ a reas Orestes d'an impalaeriezh roman.
Breur e oa Orestes d'ar jeneral Paulus, a oa comes (kont roman).
E 475 e voe anvet Orestes da magister militum ha patricius gant an impalaer Julius Nepos. Ur fazi bras e oa eus e berzh.
D'an 28 a viz Eost 475 e teuas Orestes, e penn un armead foederati, da Ravenna, a oa de facto kêr-benn Impalaeriezh roman ar C'hornôg, abaoe 402, ha diskar a reas gouarnamant Julius Nepos, a rankas tec'hel eus Italia, da repuiñ e Dalmatia, ma talc'has da ren ken na voe drouklazhet e 480.
Orestes neuze a lakaas e vab Romulus da Augustus, ha se zo kaoz ma'z eo anavezet evel Romulus Augustulus (Augustus bihan), rak ne oa nemet ur bugel, etre 12 ha 15 vloaz, pa voe lakaet da impalaer e 475.
En em sevel a reas e soudarded en 476 e-pad emgann Pavia (476) ha lazhañ a rejont Orestes.
Neuze e kerzhas ar jeneral Odovacer gant e arme war-du Ravenna, kêr-benn an impalaeriezh. Hep ket stourm e voe kemeret kêr, prizoniet Romulus Augustulus, ha kemeret ar galloud gant Odovacer.