Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                

Guillaume Ricou

skrivagner brezhonek

Guillaume Ricou (Gwilherm Rikoù hervez Lukian Raoul[1]), bet ganet e Tremael[2] (Bro-Dreger) d'ar 17 a viz C'hwevrer 1778 hag aet da Anaon er memes kumun d'ar 5 a viz Meurzh 1848, a oa ur mojennour ha skrivagner brezhoneg.

Desavet e voe gant e dud — Yann Rikoù ha Mari ar Saoz — a oa devezhourien o-daou. Dre ma tiskoueze bezañ troet gant ar studioù — desket en devoa lenn ha skrivañ tost e-unan-penn — e kelennas personed Plistin ha Plufur un tamm latin dezhañ. Oadet a eizh vloaz warn-ugent ez eas d'ar skolaj stag ouzh kloerdi bras Sant-Brieg e miz Here 1806. Ne oa ket tonket da vont da veleg ha, d'an 12 a viz Genver 1807, ec'h euredas da Marie-Jeanne Salou (1785-?) : mont a reas an dud nevez d'ober o annez da Blufur ma adkrogas Guillaume Ricou gant e vicher a labourer-douar. Nav bugel — Jean-Marie, Marie-Françoise, Claudine, Marie-Louise, Guillaume, Jean-Marie, Jean, Marie-Jeanne ha Marie Jeanne — o devoe etre 1807 ha 1826 hag unan eus o merc'hed-bihan a euredas d'ar pastor protestant ha skrivagner brezhonek Gwilh ar C'hoad (1845-1914).

Kavet un dastumad fablennoù gant Aisopos gantañ e krogas d'o zreiñ, pe o azasaat kentoc'h, e brezhoneg tra m'edo o labourat an douar en e barkoù. Deuet barregezh dezhañ war an danvez e pellaas diouzh skouer orin ar fablennoù henc'hresianeg tamm-ha-tamm. Goude ma voe prenet e zornskrid gant ur mouller eus Montroulez n'eo nemet e 1828 ma voe embannet an oberenn.
Hervez Lukian Raoul[1] en dije savet "prederiadennoù filozofel hag un droidigezh eus L'Avare ou l'École du mensonge" (ur pezh-c'hoari gant Molière (1622-1673) hep na vijent embannet.

N'ouzer ket re pegoulz resis e kejas Ricou gant ar pastor kembreat John Jenkins (1807-1872) a zistroas anezhañ ouzh ar gredenn brotestant. Gantañ en devoa kenlabouret da adwelet Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, an droidigezh eus ar Bibl kaset da benn gant Yann-Frañsez ar Gonideg (1775-1838) a vo embannet e 1866 e Sant-Brieg a-benn ar fin.

En e gozhni e talc'has ostaleri en e barrez c'henidik, a-gevret gant e wreg Mari-Janed. Lidet e voe e oferenn gañv gant e vignon ha kengredenneg Jenkins.

Oberennoù

kemmañ
  • Fablou Esop, troët en brezoneg, Ti-moullerezh Gwilmer, Montroulez, 1828
  • Fablennou Troet euz a Latin en Brezonek, Moullerezh ar Bobl, Karaez
    levr kentañ (eus 1 da 42), 1910
    eil levr (eus 43 da 126), 1910
    trede levr (eus 127 da 160), 1911.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, Al Liamm, 1992, pajenn 365.
  2. Un drev eus Plistin d'ar c'houlz-se.