Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                

Gwener Willendorf, anavezet ivez dindan an anv a Maouez Willendorf, a reer eus un delwennig 11.1 cm sav a ziskouez tres ur vaouez. Kavet eo bet e 1908 war ul lec’hiad arkeologel eus oadvezh ar maen nepell eus Willendorf, en Aostria, gant an arkeologour Josef Szombathy. Kizellet eo bet en ur maen-raz oolitek na gaver ket er vro. Livet eo bet gant bouliermini ruz.

Gwener Willendorf

Istimañ a reer, da-heul an dielfennadenn nevez eus stratigrafiezh al lec’hiad bet graet e 1990, eo bet kizellet an delwenn e-tro 22,000-24,000 bloaz zo. Ne ouezer ket nemeur diwar-benn an orin anezhi, an doare m'eo bet savet hag an dalvoudegezh sevenadurel anezhi.

N'eo ket bet soñjet Gwener evit bezañ poltred ur vaouez zo bet anezhi. Kentoc’h ez eo skeudennadur natur ar vaouez. Heverk eo pegen bras eo he c’hourzh, he divronn hag he begel. Al liamm gant ar strujusted eo zo lakaet anat evel-se. Pleget eo he divrec’h moan war he bruched ha displann eo he dremm goloet m'eo he fenn gant ar pezh zo moarvat plezhennoù rodellek, daoulagad pe ur seurt tra evit diskuizh ar penn.

Hiziv an deiz ez eus skiantourien zo hag a zo hegazet gant al lesanv Gwener bet roet d'an delwennig lart-se o keñveriañ anezhi ouzh skeudenn ar Wener glasel. Evit Christopher Witcombe Diskouez a ra al lesanv goapaus-se ar c’hraksoñjoù a oa o ren diwar-benn pobloù ar ragistor, ar merc’hed hag ar vlizidigezh, d'ar mare m'eo bet kavet an delwenn (liamm lec'hienn Witcombe). War un dro ez eus diegi vicherel da sellet outi evel ouzh ar Vamm Douar, doueez oadvezh ar maen da vare Europa gozh. Goulakaet eo gant lod e verk he lardijenn ur statud uhel en ur gevredigezh dastumerien-chaseourien hag e c’hallfe bezañ, ouzhpenn d'he roll strujus anat, arouez ar surentez hag ar berzh.

N'eo ket stummet treid an delwenn e doare ma c’hallfe chom en he sav kennebeut. Setu perak e kav da lod e veze dalc’het gant an dorn kentoc’h, ha ne oad ket sañset chom da arvestiñ outi a-hend-all. Evit arkeologourien all n'eo ket anat e vije bet un doueez vamm anezhi, just un degasourez chañs vat. Re all c’hoazh a gav dezho e veze sanket un dra en he gouhin da-geñver ur breoù strujusted bennak.

War ziskouez emañ Gwener Willendorf e dastumadeg an Naturhistorisches Museum e Vienna.

Abaoe m'eo bet dizoloet hag anvet an delwennig-mañ ez eus bet kavet delwennoùigoù damheñvel all hag oberennoù arzel all. Graet e vez anezho holl Delwennoùigoù Gwener.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.