Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                

Idlib pe Idleb,(en arabeg إدلب) zo ur gêr e gwalarn Siria, kêr-benn Gouarnelezh Idlib. Hervez niveridigezh 2004 graet gant melestradurezh ar vro e oa 98 791 den o chom eno d'ar mare-se. Tro-dro 165 000 den a zlefe bezañ e 2010. N'ouzer ket resis pet den a chom abaoe m'eo kroget Brezel diabarzh Siria.

Idlib e 1983

Labourat a ra an annezidi el labour-douar pe er gêr e-kichen Aleppo. Strujus eo douar ar c'horn-bro. Gounezet e vez kotoñs, ed, olivez, figez, rezin, tomatez ha sezam.

Istorel eo ar vro ivez, keodedoù henamzerel he deus evel hini Ebla (Tall Mardikh), bet gwechall-gozh kêr-benn ur rouantelezh veur.

Muzulmaned sunnit eo al lodenn vrasañ eus an annezidi. Ur gumuniezh a 2000 kristen zo ivez.

E-pad an henamzer e voe aloubet gant Rouantelezh Armenia, ha goude gant ar jeneral roman Pompeius tro-dro 64 a-raok JK. E-kreiz ar VIIvet kantved e voe aloubet gant an Arabed. E-barzh an Impalaeriezh otoman e oa etre ar XVIvet hag an XIXvet kantved.

Emgannoù niverus Brezel diabarzh Siria zo degouezhout eno abaoe 2012. Tapet eo ar gêr hag ar c'houarnelezh gant ar rebelled e 2012, met adtapet eo gant ar gouarnamant e miz Ebrel. Adtaget e voe e 2015 gant talbenn al-Nusra hag Ahrar al-Sham e-pad eil Emgann Idlib. Skarzhet e voe nerzhioù diwezhañ Ahrar al-Sham d'an 23 a viz Gouere 2017 gant Hayat Tahrir al-Sham, ar strollad salafelour nevez savet war-lerc'h Al Nusra.

Bombezet eo bet ar gêr ingal gant nijerezioù Siria ha Rusia.

Daveoù ha notennoù

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ