Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Kallistus II
Pab an Iliz katolik roman

Ganedigezh 1050 e Quingey (Dugelezh Bourgogn)
Dilennet da bab 1 a viz C'hwevrer 1119
Tronidigezh 9 a viz C'hwevrer 1119
Dibenn e baboni 12 a viz Kerzu 1124
En e raok Gelasius II
War e lerc'h Honorius II
Eneppab Gregor VIII
Roll ar bibien : kronologiezh · hervez al lizherenneg


Kallistus II (e latin: Callistus II), Gui de Bourgogne e anv-tiegezh, ganet e 1050 e Quingey (Bourgogn, en departamant Doubs bremañ) ha marvet d'an 12 a viz Kerzu 1124, a oa un arc'heskob dilennet da bab an Iliz katolik roman d'ar 1 a viz C'hwevrer 1119.
Breur e oa da Remont Bourgogn, kont dimezet da Urraca Iañ León, merc'h da Alfonso VI (c. 1047-1109), roue León ha roue Kastilha.

Arc'heskob Vienna e oa, pa voe dilennet da bab e 1119, en abati Cluny.
Bodet en deus sened-iliz kentañ Lateran e 1123.
Krouiñ a reas un arc'heskobiezh e Santiago de Compostela, kêr-benn kontelezh Galiza. War-dro 1140-1160 en dije skrivet Codex Calixtinus evit reiñ brud da geheliñ an abostol Jakez ar Major, hag ar pirc'hirinerezh en Europa.