Kaoter
Ur gaoter (eus ar ger latin caldarium, kibelladenn domm) , pe chidhouarn, pe chaodourenn zo ul lestr, pe endalc'her, a vent vras, didroad pe troadek, a dalvez da aozañ boued war an tan, en un oaled peurvuiañ, gwechoù zo ouzh un drezenn-bod pe gwechoù all war un trebez, met e-maez an tier kenkoulz all.
Graet e vez pod-houarn ( pe "pothouarn" pe c'hoazh "potarn" e gwenedeg) peurvuiañ eus listri brasoc'h eget ur chidhouarn. Soudarded ar brezel 14 a rae "potarnoù" eus an obusoù brasañ[1].
En istor
kemmañGant ar Gelted kozh e oa ar gaoter un arouez eus galloud ar rouaned kelt (e galianeg pario). Per a oa un anv brezhonek kozh (pair, e kembraeg ha per e kerneveureg) hag a dalve kement ha kaoter ivez.
Kaoter Gundestrup zo ur gaoter gelt, kavet e Danmark.
En Italia e veze aozet ar polenta en ur gaoter vihan.
Kaoteriad
kemmañUr gaoteriad, pe ur gaoteriad pesked, a veze graet gwechall er bagoù-pesketa. Ar gaoteriad hiziv zo ur seurt keusteurenn graet gant a bep seurt pesked (deuet da vezañ cotriade e galleg).
Gwrac'hed
kemmañBrudet eo ar c'haoterioù da vezañ implijet gant gwrac'hed pe sorserezed da boazhat louzoù, d'ober a bep seurt dourennoù, c'hwistantinoù pe kontammoù.
El lennegezh
kemmañ- Kaoter Bendigeidfran, er Mabinogi.
- Kaoter ar gwrac'hed, e Macbeth, gant Shakespeare.
- The Black Cauldron (Ar Gaoter Zu), ur romant saoznek evit krennarded skrivet gant Lloyd Alexander (1965), awenet gant ar Mabinogi, ha deuet da vout ur film gant Walt Disney.
Sonennoù
kemmañ- Mi Calderito, kanaouenn savet gant Compay Segundo.
Skeudennaoueg
kemmañGwelet ivez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Gwelit Kammdro an Ankou gant Loeiz Herrieu, passim : "Lenn a raomp àr ar gazetoù e kouezh potarnoù àr Bariz !"