Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                

Lambert Lombard (Liège 1505 pe 1506 - 1566) a oa un arzour eus an Azginivelezh. Livour, savour, arkeologour, dastumer, engraver, moneizoniour, den desket, istorour an arzoù ha mestr un akademiezh vrudet e voe.

Burzhud an dorzh hag ar pesked
Ar vestalenn Klaoda o sachañ bag Sibel, tennet eus kelc'hiad Ar Maouezed vertuzius

E Priñselezh Liège, a oa ur briñselezh dizalc'h, e oa o chom. Meur a veaj a reas da Alamagn, da Vro-C'hall ha da Viddelburg. En 1537 e voe kaset da Roma gant Erard de La Marck, priñs-eskob Liège, da brenañ oberennoù arzel ha da beurechuiñ e zeskadurezh. Eno e tizoloas arz ha mistri an Azginivelezh. Pa zistroas d'e vro e tiazezas akademiezh arzoù kentañ Norzheuropa.

Kemer a reas perzh e chanterioù adsevel kêr Liège, hag a-drugarez dezhañ e voe degaset savouriezh an Azginivelezh klasel da briñselezh Liège.

E boltred a gaver e-barzh Poltredoù livourien vrudetañ an Izelvroioù gant Dominicus Lampsonius. A-benn e enoriñ eo bet roet e anv da skol-uhel savouriezh etrekumunioù Liège.


Oberennoù

kemmañ
  • Ar Maouezed vertuzius
  • Stern-aoter Iliz-chabistr Saint-Denis e Liège
  • Lieskementiñ ar bara
  • Emboltred
  • Dor-borzh iliz Sant-Jakez e Liège (1558)
  • Ouzhpenn 1000 tresadenn
  • gwer livet iliz-veur Saint-Lambert e Liège

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.