Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                

Al Loar eo adplanedenn nemeti an Douar[1]. Pempvet brasañ loarenn koskoriad an Heol eo, hag an eil douesañ goude Io, ul loarenn eus Yaou[2]. Treiñ a ra tro-dro d'an Douar en un doare sinkronel, da lavaret eo e tiskouezh atav ar memes tu dezhañ. Kaoz eo da dre ha lañv ar morioù.[3]

Loar ☾
Doareennoù he c'helc'htro
Skin etre 384 400 km
Ezkreizennegezh 0,0554
Prantad reveulziañ 27,322 devezh
Stouadur cheñch a ra etre
28,60° ha 18,30°
Adplanedenn eus an Douar
Doareennoù fizik
Treuzkiz keheder 3 475 km
Gorread 3,794×107 km²
Mas 7,348×1022 kg
Mas volumek etre 3,344×103 kg/m³
Gravitadur war he gorre 1,62 m/s²
Prantad treiñ sinkronek
Stouadur an ahel a cheñch etre
3,60° et 6,69°
Albedo 0,12
Tizh frankizadur 2,38 km/s
Temperadur war he gorre izelañ 98 K
etre 196 K
uhlañ 398 K
Doareennoù hec'h atmosfer
Gwask atmosferek 3×10-10 Pa
Heliom 25 %
Neon 25 %
Hidrogen 23 %
Argon 20 %
Metan

Ammoniak
Dioksidenn garbon

roudoù

384 402 km eo ar pellder kelc'htroel keitat etre an Douar hag al Loar. He reveulzienn a bad 27.3 deiz. Furmet e vijet bet 4.51 miliard bloaz zo, nebeut goude an Douar. N'he deus ket nag aergelc'h, nag hidrosferenn, na maez gwarellek koulz lavaret. Ur c'hwec'hvedenn eus hini an Douar eo he founnerder (0.1654 g).

Evel eil korf-egor goude an Heol hag a c'hall bezañ gwelet en oabl gant an dud, hag abalamour da gelc'hiad reoliek he arvezioù, eo bet atav al Loar un dave hag un awen evit an holl gevredigezhioù, en o yezh, reizhiad kalenderel, arz ha mojennoù.

Kelc'htro

kemmañ

Neuzioù al Loar

kemmañ
 
Ul loariad

Loariad a vez graet eus ar prantad amzer ma ra al Loar tro an Douar (29.5 devezh). Neuzioù disheñvel a weler e-pad an amzer-se :

  • al loar nevez : pa ne vez ket gwelet. Ne vez ket gwelet e-pad an noz, treiñ kein a ra ouzh an Douar ha beuzet eo e sklêrijenn an Heol.
  • kresk-loar : prantad etre al loar nevez hag ar c'hann ma kresk dremm al loar bemdez.
  • al loargann, pe loargant, pe kann al loar : pa vez ront (troet eo he zu sklêrijennet gant an Heol war-du an Douar).
  • digresk-loar : prantad etre ar c'hann hag al loar nevez ma tigresk dremm al loar bemdez.

Gwechall e veze kredet he doa al loar galloud da dreiñ spered an dud: hiziv e ouzer e c'hall kaout levezon war speredoù zo(Daveoù a vank).

Studi hag ergerzh al Loar

kemmañ
 
Skeudenn Buzz Aldrin war leur al Loar e 1969.

Studiet eo al Loar gant ar program soviedel Luna hag an hini stadunanat Apollo. Nijal a ra a-us dezhi al loarell Luna 2 e 1959. Kerzhout a ra an astraerien Neil Armstrong ha Buzz Aldrin war he leur e 1969. Studiet hag anavezet gwelloc'h eo geologiezh an adplanedenn. Er bloavezhioù 1990 eo dizoloet gant an NASA ez eus dour war al Loar e stumm skorn. Kaset eo adalek fin ar bloavezhioù 1990 sonterezioù egor gant Sina, Japan hag India.

E miz C'hwevrer 2024 ez eus bet kaset ur sonderez nevez gant an embregerezh amerikan Intuitive Machines. Kaset eo bet ar sonderez Odysseus gant ar pal kas astraerien all e 2026 gant an NASA[4].

Al Loar en arzoù

kemmañ

Lennegezh

kemmañ
Barzhoniezh
Romantoù ha danevelloù
Bannoù-treset

Filmoù

kemmañ

Sonerezh

kemmañ
Sonerezh klasel
Sonerezh poblek

Levrlennadur

kemmañ
  • Koskoriad an Heol, Bruno Mauguin ha Bénédicte Saulier-Le Dréan (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Éditions Apogée, ISBN 2-84398-249-9.
  • Ar Mareoù, Odile Guérin (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Éditions Apogée, ISBN 2-84398-250-2, pp. 47-49.

Pennadoù kar

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Anvet e vez loar, ivez, kement korf-oabl naturel a dro en-dro d’ur blanedenn. Met en degouezh-se e kaver gwelloc’h ober gant an deveradur loarenn. Skrivet gant ur bennlizherenn e vez kaoz atav eus adplanedenn an Douar.
  2. E-touez ar re a anavezomp o douester.
  3. Desach gravitadurel al Loar war dour an Douar a grou un dasparzh dizingal eus an dour-se. An dour eus tu an Douar tostan eus al Loar a vo desachet e stumm ur vosenn evel dour an tu enep.
  4. (en) Jackie Wattles hag Ashley Strickland, Ur bazenn a-bouez zo gant kefridi istorel Odysseus evit tizhout gorre al Loar, CNN, 22 a viz C'hwevrer 2024

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Sellit ouzh ar ger Loar er
wikeriadur, ar geriadur frank.
Koskoriad an Heol
 
Planedennoù : Merc'herGwenerDouarMeurzhYaouSadornOuranNeizhan
Korrblanedennoù : CeresPloudon & C'haronErisMakemakeHaumeaQuaoar
Loarennoù pennañ : LoarPhobosDeimosIoEuropaGanymedeCallistoTitanTitaniaTriton
Traoù all : HeolGourizad asteroidennoùStered-lostekGourizad KuiperKoumoulennad OortDisk strewet
Gwelet ivez : Listennad adplanedennoù koskoriad an Heol - Listennad asteroidennoù koskoriad an Heol