Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                

Ar Menadezed pe Mainadezed (Μαινάδες / Mainádes, e henc'hresianeg, eus μαίνομαι / maínomai, « ambren »), anvet Bacchae ("Bakantezed") diwar anv an doue Bacchus gant ar Romaned, eo anv ar merc'hed a vez da-heul Dionysos e mojennoù Henc'hres.

Bakantez gant William-Adolphe Bouguereau, 1894

Magerezed an doue int, nimfezed menez Nysa, a oa bet fiziet ar bugel doue enno gant Hermes. Mont a reont d'e heul, gwisket gant krec'hin loened gouez, o seniñ taboulinoù hag o hejañ ouroulerioù, deuet dezho an ambren.

An anv-se a veze roet ivez d'ar maouezed a gemere perzh en Dionysia, lidoù Dionysos en Aten.