Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                

Murat IV, ganet d'ar 27 a viz Gouere 1612, a voe seitekvet sultan an impalaeriezh otoman.

Murat IV

Mab e oa da Ahmet I ha da gKösem Sultan. Ren a reas eus 1623 betek 1640.

Yaouankiz

kemmañ

Sultan e voe Murat IV da unnek vloaz hepken hag e-pad bloavezhioù kentañ e ren e voe gouarnet ar vro gant e vamm, Kösen Sultan, ha kerent all dezhañ.

Ur prantad dizurzh e voe ar prantad-se : an Iraniz a dennas splet outañ evit tapout krog en Irak, emsavadegoù a voe en hanternoz Anatolia hag ar Yeniçeried a lazhas ar vizir bras ha kargidi uhel e 1631.

Murat IV, prenet skiant gantañ diouzh pezh a c'hoarvezas d'e hanter-vreur Osman II, a lakaas mererezh ar vro penn-da-benn en e c'halloud dezhañ e-unan adalek e 21 bloaz.

Bloavezhioù ar ren diharz

kemmañ

An traoù kentañ a reas Murat IV a voe paouez gant ren an arc'hant evit prenañ kargoù. Paouez a reas ivez gant an dispignoù hag ar sammadoù uhel foeltret dindan renerezh e vamm.

Berzet e voe gantañ an alkol, ar butun hag ar c'hafe en Istanbul ha kastizet d'ar marv ar re na sentent ket ouzh al lezennoù.

Trec'hioù brezel

kemmañ

Kas a reas ar brezelioù Otoman-Safevi etre 1623 ha 1639. E-kerz ar brezelioù-se e voe gounezet Azerbaidjan, Yerevan, Tebriz hag Hamedan gant an Otomaned. Bagdad a voe adstaget ouzh an impalaeriezh otoman e 1638.

Gant feur-emglev Kasr-ı Şirin sinet e miz Mae 1639 e tremenas Mezopotamia dindan dalc'h an Otomaned (hag e chomas evel-se betek ar brezel bed kentañ).

Murat IV a voe ar sultan diwezhañ o vont d'ar brezel e penn e arme.

An Ankoù a lakaas un harz d'e raktresoù politikel koulz hag armerzhel d'an 8 a viz C'hwevrer 1640, pa oa Murat IV nemet 27 vloaz.

A-raok mervel e roas an urzh da lazhañ e vreur Ibrahim dre ma oa foll ha gant aon na vefe distrujet frouezh e strivoù dindan ren un den divarrek. Ne voe ket sentet outañ avat hag Ibrahim a renas war e lerc'h.




En e raok:
Mustafa I
Sultaned an Impalaeriezh Otoman
 
16231640
War e lerc'h:
Ibrahim I