Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                

Ouest-France

gazetenn c'hall embannet e Roazhon

Ouest-France zo ur gazetenn bemdeziek c'hallek graet e Roazhon, berliner he ment. Ur gazetenn rannvroel c'hall eo, evel ma tiskouez hec'h anv, hag astenn a ra he zachenn-kazetenniñ e teir rannvro ha 14 departamant eus kornôg Frañs. D'ar Sul e vez embannet ur Ouest-France Dimanche, hanter gelaouenn hanter gazetenn.

Sez embannadur An Oriant.
 
Ti Ouest-France e kreiz-kêr Roazhon, straed ar Pré-Botté. Gwechall e e oa staliet ar renerezh eno, hiziv eo ti kazetennerien kêr Roazhon.

L’Ouest-Éclair a oa anv Ouest-France betek 1944, ur gazetenn bet krouet e 1899, ha cheñchet he anv gant an aotrouniezh c'hall nevez abalamour ma oa bet kenlabour gant ar c'hevreded alaman.

E-kreiz kêr Roazhon edo renerezh Ouest-France, met e miz Eost 1972 e voe kaset renerezh ha moulerezh e-maez kêr, da Gantpig, straed ar Breil. Un eil ti-moulañ zo bremañ e Kerc'hevrel, un ugent kilometr bennak eus Naoned. An holl gazetennoù ha kelanouennoù eus kornôg Frañs zo bet adbrenet gant ar stroll Ouest-France, ne chom nemet ur gazetenn hag a zo kevezer c'hoazh da Ouest-France, Le Télégramme e Breizh-Izel, e Penn-ar-Bed dreist-holl.

An hini vrasañ eus ar c'hazetennoù

kemmañ

Ar gazetenn muiañ gwerzhet ha muiañ lennet e Frañs eo Ouest-France abaoe 1975. Ar gentañ gazetenn c'hallek er bed eo ivez. 49 embannadur lec'hel a zo e teir rannvro velestradurel : rannvro Breizh, Broioù al Liger ha rannvro Normandi, da lavaret e 14 departamant.

Sifroù pennañ[1]
2014 2015 2016 2017 2018 2019
Kengreadur e miliadoù a euroioù 311 655 304 467 295 527 291 086 295 997
Disoc'h rik e miliadoù a euroioùs + 7 976 + 43 757 + 3 842 + 4 660 + 140
Koskor keitat bep bloaz 1 524 1 461 1 442 nc 1 443

Roet e vez skoazadennoù da Ouest-France gant ar Stad gall, evel tost an holl gazetennoù. 3 989 248 € zo bet roet e 2019 da skouer[2].

Sed amañ sifroù pennañ ar skrignañ, hervez an OJD[3],[4] :

Bloavezh 1996 1997 1998 1999 2000 2001 2002 2003 2004 2005 2006 2007 2008 2009
Skignañ hollek 785 254 786 205 782 216 784 697 790 043 796 376 785 113 782 822 783 017 781 033 781 668 793 790 795 807 785 967


Bloavezh 2010 2011 2012 2013 2014 2015 2016 2017 2018 2019 2020
Skignañ hollek 780 779 766 970 767 434 751 225 731 725 712 500 693 794 685 096 661 016 646 853 637 463


Digreskiñ a ra gwerzhioù Ouest-France, evel an holl gazetennoù all. Kollet en deus 137 482 gwerzh skouerennoù paper e dek vloaz, etre 2009 ha 2018, un digresk a 17,5 % (mammenn OJD).

Al linenn stur

kemmañ

Ur gazetenn gristen eo Ouest-France, ha « Justis ha Frankiz » eo he ger-stur. Klask a ra mirout ul linenn stur neptu peurliesañ evit chom hep feukiñ e lennerien niverus hag ar galloud politikel war un dro. Skrivet en deus François Régis Hutin, ar prezidant etre 1984 ha 2016, kalz pennadoù-stur a-du gant Unaniezh Europa, an deskadurezh hag ar peoc'h er bed. Stourmet en deus ar gazetenn evit Feur-emglev Maastricht (1992) hag arreizh al leveoù, met savet he deus a-enep an dimezioù etre paotred pe etre maouezed. E 2005 eo bet dizoloet e veze urzhiet pennadoù-skrid gant prefederez Rannvro Breizh[5],[6]. E miz Meurzh 2021 he deus embannet Jeanne Emmanuelle Hutin, ezel eus ar c'huzul-ren ha merc'h da François Régis, ur pennad-stur evit harpañ Nicolas Sarkozy, ar pezh en deus displijet d'ul lodenn eus ar gazetennerien[7].

Pennkazetennerien

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • Guy Delorme, Ouest-France, histoire du premier quotidien français, éditions Apogée, Paris, 2004.
  • Henri Fréville, La presse bretonne dans la tourmente (1940-1946), Plon, Paris, 1979. Un testeni a-enep an Emsav politikel ha sevenadurel. Adembannet gant ur goude-skrid a-zindan pluenn Françoise Morvan.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.