Parlophone
Parlophone zo un ti-embann-pladennoù bet krouet gant Carl Lindstrom e Bro-Alamagn e 1896. Tri-ugent vloaz diwezhatoc'h e teuas an embregerezh da vezañ ur rann eus EMI e Breizh-Veur. Gant Parlophone e oa bet tutaet ar strollad The Beatles peurgetket, ar pezh a lakas EMI e penn gwerzhioù an albomoù gant hini Sgt. Pepper's Lonely Hearts Club Band.
Deiziad krouiñ | 1896 |
---|---|
Pladennrolladur | Parlophone catalog |
Diazezer | Carl Lindström A.G. |
Stad | Rouantelezh-Unanet, Stadoù-Unanet |
Lec'h diazez | Berlin |
Perc'hennet gant | Warner Music Group, EMI Group Limited, The Parlophone Co. Ltd. |
Aozadur mamm | Warner Music Group |
Business division | Regal Recordings |
Tachenn | jazz, sonerezh rock |
Amleder | Warner Bros. Records, Rhino Entertainment Company |
Lec'hienn ofisiel | http://www.parlophone.co.uk/ |
Estreget ar Beatles o doa graet berzh e-touesk ar strolladoù a rae Parlophone war o zro : Queen da skouer ha nevesoc'h Coldplay, Gorillaz ha Radiohead.
Istor
kemmañRann vreizhveuriat Parlophone a oa bet krouet e 1923, Oscar Preuss he rener arzel. A drugarez d'he liammoù gant Okeh Records (kompagnugnezh-c'hoar er Stadoù-Unanet) e oa aet da verk pennañ jazz er Rouantelezh-Unanet.
E 1927 en doa Columbia Gramophone Company prenet ul lodenn eus embregrezh Carl Lindstrom ha kemeret kontroll Parlophone war un dro. E 1931 pep tra a voe advadezet Electric & Musical Industries Ltd (EMI).