Skinwel niverel douarel
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ur reizhiad skignañ niverel eo ar skinwel niverek douarel (berraet e SND), implijout a ra ar reoladoù DVB-T, ISDB hag ATSC ha skignet e vez war bandennoù miret evit ar skinwel VHF-III / UHF-V implijet dija evit skignañ ar chadennoù hertzel peusheñvel.
Gant ar reolenn DVB-T eo kodet ar skeudennoù hervez ar reolad MPEG-2 (e MPEG-4 AVC evit an SND paeüs e Bro-C'hall). E-giz-se eo bravoc'h ar skeudennoù ha dreist-holl ar son (son Dolby 5.1, skeudenn 16/9, son e yezh orin hag eilmouezhiet...), ha lieskementet eo an niver a chadennoù: evit gwir e c'heller lakaat da dremen 6 chadenn voutin war ur ganol hepken e MPEG-2 ha div pe deir gwech muioc'h e MPEG-4 AVC.
Ar gounid brasañ evit an arvesterien eo degemer chadennoù skinwel niverel gant ur stign rastell voutin. N'eus ket ezhomm cheñch ar skinweler nag ar rastell UHF evit degemer an SND. Ret eo prenañ ur voestig terminal DVB-T evit treiñ an arouezioù niverel da arouezioù peusheñvel hag evit cheñch ar chadenn gant ar pellurzhier.