Svaneg
yezh
Ur yezh kartvelek an svaneg (svaneg: ლუშნუ ნინ lushnu nin; georgeg: სვანური ენა svanuri ena) komzet gant tro-dro da 30.000 den e gwalarn Jorjia.
Peder rannyezh pennañ ez eus:
- Baleg uhelañ (15.000 den)
- Uchgouleg (ushgul)
- Kalaeg (kala)
- Ipareg (ipar)
- Moulac'heg (mulakh)
- Mestieg (mestia)
- Lenzereg (lenzer)
- Lataleg (latal)
- Baleg izelañ (12.000 den)
- Betchoeg (becho)
- Tsc'houmareg (tskhumar)
- Etsereg (etser)
- Pareg (par)
- Tcoubec'heg (chubekh)
- Lac'hameg (lakham)
- Lachc'heg (lashkh)
- Lentec'heg (lentekh)
- C'heledeg (kheled)
- C'hopoureg (khopur)
- Rtssc'hmeloureg (rtskhmelur)
- Tcholoureg (cholur)
Ur yezh dre gomz eo ar svaneg hep yezh unvan ebet evit ober gantañ dre skrid hag implijet e vez ar georgeg dre skrid. N'he deus ar yezh-mañ ouzhpenn statud ofisiel ebet e neplec'h.
En arvar da vont da get eo ar svaneg dre ma vez desket nebeutoc'h-nebeutañ gant ar re yaouank.