Tilburg
Tilburg zo ur gêr vras eus an Izelvroioù, e proviñs Noord-Brabant. Annezet e oa gant 233 339 a dud e 2014 (210 289 e kumun Tilburg, 300 249 er veurgêr). Ar c'hwec'hvet kêr vrasañ en Izelvroioù eo Tilburg, hag an eil kêr vrasañ e Noord-Brabant, war-lerc'h Eindhoven.
Ar meneg kentañ eus Tilburg a voe er XIVvet kantved. Er c'hantved war-lerc'h e voe savet ur c'hastell eno gant Jan van Haestrecht, aotrou Tilburg. En XIXvet kantved e plije kalz Tilburg d'ar roue Willem II (1792-1849) ha lakaaet a reas sevel ur palez eno. Pouezus e voe labour ar gloan e Tilburg e-pad kantvedoù, ken e voe lesanvet "kêr-benn ar gloan en Izelvroioù".
Kêrioù gevellet
kemmañGevellet eo Tilburg gant ar c'hêrioù-mañ :