Yec'hed
Evit reiñ da intent petra eo ar yec'hed e c'heller lavaret en un doare negativel eo an nann-kleñved, da lavaret eo kaout ar varregezh evit ober traoù ar pemdez, hag en un doare pozitivel eo stad kompez ar c'horf pe mont en-dro mat ar c'horf. Stad kempouez ar c'horf eo ivez ar c'hempouez dalc'het gant monedone an energiezh hag ar materi, er-maez hag e-barzh.
Kemenn a ra Aozadur Bedel ar Yec'hed eo ar yec'hed "ur stad ma chom disi mont en-dro ar c'horf e-keñver an natur, ar spered hag an darempredoù sokial ha n'eo ket hepken chom di-gleñved na di-vac'hagn". Hervez lod, n'eo ket gwir bater an droienn-mañ pa vije diyac'h etre 70 ha 95 % eus an dud ma vije degemeret doare termeniñ Aozadur Beded ar Yec'hed.
War un dachenn solutoc'h ez a ar medisinerezh pa lavar eus ar yec'hed a teufe eus un endro vat, eus ar vagadurezh hag eus diarbenn ar c'hleñvedoù. Posupl eo muzuliañ yec'hed an dud ha gwellaat anezhañ gant ur politikerezh arbennik.