bezer
Brezhoneg
- Savet diwar bez-, pennrann ar verb bezañ, hag an dibenn-ger -er.
Furm verb
bezer /ˈbeːzɛr/
- Furm dic'hour ar verb bezañ en amzer-vremañ boaz an doare-disklêriañ.
-
- — Ne vezer ket pell o teskiñ un dra bennak ken berr. — Bezer 'vat, pa vezer berroc'h a spered. — (?, p. ?.)
- Gant ur c'hemmadur dre vlotaat (war-lerc'h ar rannig-verb a, ar rannig-verb nac'h ne da skouer) :
- An doazenn a vezer pell o vasa anezi. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 208.)
- Ne vezer ket labezet nemet gant ar fall. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 157.)
- Pa ne vezer ket lakaet da vervel ne varver ket. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 302.)
- Petra eo ur bilhed a vil lur ? Ar sort-se ne vezer ket pell oc'h ober skilhoù deuzouto.' — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 473.)
- Dre hent Plouilio aze ne vezer ket pell o tapout Tredraezh. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 510.)
- Gant ur c'hemmadur mesket (war-lerc'h ar rannig-verb e hag ar stagell isurzhiañ ma) :
- E-pad an deiz e vezer oc'h ober diouzh al loened. — (TBP?, p. ?.)
- Bremañ e vezer bevet mad ; gwechall e vezed bevet fall. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 14.)
- Bremañ e vezer bevet kalz gwelloc‘h evit gwechall, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 203.)
- Me a oar pegoulz e vezer o farsal ganin diouz na vezer ket. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 135.)
- Peogwir e vezer da vont. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 359.)
- Me a zo kreñvoc'h war an debriñ evit war an evañ, sershoc'h e vezer. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 462.)
- Pa vezer o c'hoari ar c'hartoù e vez plijadur. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 177.)
- Bremañ e vezer bevet mat. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 177.)
- Al loened-se ne vezer ket truezus outo. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 177.)
- Pa vez aet an amann e gouzoug ar c'hi e vezer war-lerc'h. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 305.)
- Ne vezer ket labezet nemed gand ar fall. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 316.)
- Pa vezer war bont Landerne ne vezer nag e Leon nag e Kerne.