daoust ha
Brezhoneg
Troienn adverb
daoust ha /Distagadur ?/
- Troienn adverbel implijet dirak ur ger goulennata (daoust hag dirak ur vogalenn).
- — « Daoust ha perak ne rafe ket ? » eme ar Marvailher. « [...]. » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 8.)
- Troienn adverbel dirak ur rener.
- Daoust ha c'houi ho pefe ar c'hoantegez da skourjeza neb a zavo eur zon bennak, pe a lakaio en pinijenn an hini a gavo eun ton neve ?... — (Fañch al Lae, Bilzig, Kemper, 1925, p. 163.)
- « Cheñch hent ? Daoust ha va oberou a sell ouzit ? [...] ! » — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 16.)
- ― Daoust ha tud eo ar vandenn loened gouez a zo degouezhet er mintin-mañ e Konk, [...] ? — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 147.)
- Dirak ur renadenn eeun.
- Daoust ha c'hoant en deuz da zont var he giz d'ar gear araok peur-achui[1] he drubarderez? — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 168.)
- Dirak un anv-verb.
- — « Mes... mes... daoust ha gouzout a rit derc'hel zoken ur roeñv en dour ?... » — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 101.)
- Daoust ha gout' ouie zoken petra 'c'hoarie ganti, pe c'hwistim hag akuit awalc'h e oa war e vicher ? — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 39.)
- « Nac'h eus lavaret netra ! Daoust ha tamall da vreur a faot d' it bremañ ? Dal ! » — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 48.)
- Dirak un anv-gwan-verb.
- — Daoust ha klevet e ven bet ? eme-ve. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 125.)
- « Daoust ha didud tre eo an enezenn ? » emezañ. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 123.)
- Dirak ur verb er stumm-nac'h
- « Petra ? » emezo, « daoust ha ne lavares ket, araok, e vijes eskob ? » — (Lan ar Bunel, Laouig ar Penker eun danvez beleg, Moulerez straed ar C'hastell, Brest, 1929, p. 20.)
- — Barrikennou didalet, gwin a oa enne ! eme ar pôtr koz. Daoust ha ne gavfomp-ni ket unan, unanik hepken en he fez ?... — (Fañch al Lae, Bilzig, Kemper, 1925, p. 69.)
- Daoust ha n'en em glemmomp ket, war digare m'en em gavomp sammetoc'h evit hon nesan ? — (Yann-Vari Perrot, Erwan ar Moal, Bue ar Zent, Montroulez, 1912, p. 330.)
- Daoust ha ne c'hell ken bale ?... — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 16.)
- Dirak un adverb:
- Daoust ha biskoaz oc’h euz guelet an hano-ze e Buez ar Zent? Daoust ha biskoaz an Aoutrou Persoun en deuz komzet d’eomp euz a zant Brutus enn he zermoniou? — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 55.)
Notenn
- ↑ Skrivet "peurechuiñ" en doare embannet gant Al Liamm e 1977 (pajenn 123)...