ez
Gwelet ivez : -ez |
Brezhoneg
Rannig
ez /ez/
- rannig-verb dirak ar verb displeget, pa grog gant ur vogalenn, er stumm-kadarnaat, a glot gant ec'h e yezh Treger (an implij eus "ez" gant Tregeriz ne glot ket gant ar yezh komzet)
- — Pelec'h ez out bet o laerezh al lann-se ? a c'houlennas digantañ ar fornier. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 220.)
- Ha neuze me a oar a-walh ez on bet a-re ganit-te ordinal. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 189.)
- Gand ma dorn mad ez on akuit a-walh, med gand ma dorn fall ne ziverran mann. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 157.)
- gwelout :
Furm verb
- furm eus ar verb mont en eil gour an amzer-vremañ
- — Ha da beleac'h ez ez evel-se ? — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 305.)
- e-barzh n'ez ket
Araogenn
ez
- e-barzh da:
- Gwel 'ta, Yann, petra zo ez yalc'h ?... — (Klaoda ar Prad, Marvailhou ar Vretoned e-tal an tan, Sant-Brieg, 1907, p. 91.)
- Ro peoc'h din, genoù tartez ! rak sotoc'h out eget ar botoù a zo ez treid. — (Klaoda ar Prad, An teir c'had ; Ar mevel laer, Ti-moulerezh Sant-Gwilherm, Sant-Brieg, 1908, p. 15.)
- Te emañ an tan ez siminal. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 173.)
Troioù-lavar
Raganv
ez
- Kendeuz e hag 'z.
- Bemdez ez karan muioc'h eget en derc'hent.
Araogenn
ez
- araogenn dirak un anv-gwan
- Ez-vihan, ez yaouank.
- An hini zo foll ez yaouank, Evit koshaat ne fura tamm. Krennlavar.
Troioù-lavar
Euskareg
Adverb
ez /ez/
- Nann.