kabestr
Brezhoneg
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Anv-kadarn
kabestr /ˈkɑːbest(r)/ gourel (liester : kabestroù, kebestr)
- Lêrennoù eus an harnez a vez paket gante penn ul loen-kezeg - eus ar fri d'ar gouzoug - hag a vez staget oute ul lêrenn all evit ren pe stagañ al loen.
- "[...]... Te, Pendir, kerzh da glask d'ar marchosi ur gordenn bennak, kabestr pe nask, unan kreñv avat !" — (Anatol ar Braz, lakaet e brezhoneg gant Erwan ar Moal, Mojenn an Ankou, Mouladurioù Hor Yezh, 1986, p. 84.)
- - [...]. Daou vil skoed a c'houlennfet outañ, hag ho po anezhe arre, met na roet ket ar c'habestr ; taolet pled mat da se. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/4, Al Liamm, 1989, p. 96.)
Deveradoù
Troioù-lavar
- kaout ur c'habestr : bezañ bet nac'het gant ur plac'h (da zañsal, da bourmen, hag all)
- reiñ ur c'habestr da un den : kas anezhañ da bourmen
- bezañ e gabestr war e voue : gallout ober ar pezh a vez c'hoant
- lezel kabestr gant unan bennak : lezel frankiz gantañ d'ober pezh a gar
- lezel kabestr laosk war moue unan bennak : lezel frankiz gantañ d'ober pezh a gar