korn
Brezhoneg
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Anv-kadarn
korn /ˈkɔrn/ gourel (furm vihanaat : kornig, liester : kern, kerniel)
- korn ul loen (tarv, ejen, buoc'h)
- korn un ti, ur sal, ur gambr; korn an oaled
- korn-bro
- pevar c'horn un dra bennak
- pevar c'horn ar vro : pep lec'h dre ar vro
- korn douar: kornad douar
- Korn-butun (dre verrdro)
- — M'am bije da vihanañ aotre da danañ va c'horn ! a glemme kabiten ar porzh en e goazez e-keñver din. — (Jarl Priel, An Teirgwern Pembroke, Al Liamm, 1959, p. 17.)
- Ma c’horn-me, ‘m eus aon, a zo ur breur d'az hini. TBP 2/65
- korn (matematik)
Gerioù heñvelster
Gerioù kevrennek
==== Deveradoù ====}
- Pa gouezh an dour eus korn an ejen
E vez poent hadañ ar winizhenn. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 325.) - Pa grou al loar war he c'horn e vez bererez
Pa vez al loar war livenn he c'hein e vez sec'herez. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 327.)