Aliañs tridoubl
Deiziad krouiñ | 1882 |
---|---|
Deiziad | 20 Mae 1882 |
Contributing factor of | Brezel-bed kentañ |
Deiziad divodañ | 1915 |
An Aliañs tridoubl[1] (anvet Triple alliance pe Triplice e galleg) eo an emglev-brezeliñ savet etre an Impalaeriezh alaman, Aostria-Hungaria ha Rouantelezh Italia etre 1882 ha 1915.
Enebiñ a rae ar gevredidi-se ouzh re an Emglev tridoubl (ar Republik c'hall, ar Rouantelezh-Unanet hag Impalaeriezh Rusia), e-doug ar Brezel-bed kentañ peurgetket.
Eus Emglev an tri impalaer d'an Aliañs doubl (1871-1879)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1871, Emglev an tri impalaer (ar c'hentañ rouedad kevredidi savet gant Bismarck) a oa ur c'hevredad skoulmet etre Alamagn, Aostria-Hungaria hag Impalaeriezh Rusia. Evit Bismarck, pal kentañ ar c'hevredad-se e oa lakaat Bro-C'hall da vezañ hec'h-unan war an dachenn diplomatek. Broudet e oa Bro-C'hall d'ar mare-se gant ar c'hoant da gas an dorzh d'ar gêr da Vro-Alamagn abalamour m'he doa kollet an Elzas-Loren da-heul Brezel 1870. Koulskoude e voe torret an emglev-se goude dianzav ar Rusianed e-pad an enkadenn Gall-hag-alaman e 1875 hag ar stourmoù levezon etre Vienna ha Sant-Petersbourg er Balkanioù, da-heul gwanadur an Impalaeriezh otoman.
E 1878, e-pad Kendalc'h Berlin, e kinnigas ar c'hañseller alaman mont da dredeog evit tresañ tachenn levezon Aostria-Hungaria ha Rusia er Balkanioù a oa atav dindan an Impalaeriezh otoman en un doare ofisiel sañset. Da-heul kement-se e teuas priñselezh, hag adalek 1882, Rouantelezh Serbia da zepantout eus Aostria-Hungaria war dachenn an diplomatiezh hag ar c'hoñvers e-skoaz priñselezh Bulgaria, daoust ma oa dindan an Impalaeriezh otoman, a ranke heuliañ politikerezh diavaez Rusia. E-keit-se e tisklêrias ar c'hañseller e harpe emell Bro-C'hall e Tunizia da vroudañ anezhi da zisoñjal an Elzas-Loren ha da implijout hec'h energiezh hag he nerzh war dachenn an trevadennoù.
Ouzhpenn bezañ tredeog Europa a-bezh e labouras Bismarck ivez da dostaat e vro hag Aostria-Hungaria evit sevel ur c'hevredad solut a dalvezfe da ziazez d'un eil reizhiad diplomatek. E 1879 e sinas Impalaeriezh Alamagn hag Aostria-Hungaria un emglev a warante ur skoazell vilourel da bep hini e ken kaz e vefent taget gant Rusia hag an neptuegezh bete-gouzout e tagfe an eil pe egile ur vro european all (Bro-C'hall, evel-just, pe ur vro er Balkanioù). Dleet e voe neuze da Aostria-Hungaria terriñ holl he daremredoù diplomatek a vignoniezh gant Bro-C'hall. Ganet e oa an Aliañs doubl.
Eus an Aliañs doubl betek an Aliañs tridoubl (1879-1882)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emsav-tre e voe an emglev evit an daou gevredad : kreñvaet e oa Alamagn e-kreiz ar c'hevandir european e-keit ha ma rae Aostria-Hungaria he mad eus harp an Impalaeriezh alaman en he stourm ouzh Rusia er Balkanioù. Hiviziken, dre ma oant sur eus harp Aostria-Hungaria hag eus neptuegezh Rusia, n'en em sante ket gourdrouzet an Alamaned ken gant Bro-C'hall a oa d'ar mare-se da vat oc'h aloubiñ Tunizia ha n'o doa ket da zoujañ ur brezel gant meur a dalbenn.
E 1881 e lakaas ar C'hallaoued o c'hraban war Tunizia, ar pezh a zisplijas kenañ da Italia a felle dezhi kemer ar vro-se ivez. Diwar neuze, pa en em sante gourdrouzet gant kresk an Impalaeriezh trevadennel gall, e oa broudet Roma da c'houlenn bezañ ezel eus ar c'hevredad alaman-hag-aostrian, daoust d'an dizemglevioù he doa gant Aostria-Hungaria war he harzoù. Savet e voe an Aliañs tridoubl d'an 20 a viz Mae 1882.
Deroù an Aliañs tridoubl (1882-1890)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emglev gant Roumania (1883)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er c'hontrol d'ar pezh a felle da boblañs Roumania he doa c'hoant ma vefe staget Treuzsilvania aostrian-hag-hungarian, poblet gant ur vinorelezh Roumaned, ouzh o bro, roue Roumania Carol Iañ a gevredas gant an div impalaeriezh en ur feson guzh dre ur feur-emglev sinet d'an 30 a viz Here 1883[2]. Fellout a rae d'ar roue Carol Iañ, hag eñ a orin eus an tiegezh Hohenzollern-Sigmaringen, chom tost d'e orin germanek koulz ha modernaat e vro.
Ar stourmoù etre kostezennoù e Bulgaria (1885-1887)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Buan-kenañ e rankas an Aliañs tridoubl talañ ouzh distro ar stourmoù levezon etre Aostria-Hungaria hag an Impalaeriezh rusian er Balkanioù dre hanterouriezh ar c'hostezennoù a-du gant Aostria pe gant Rusia e Bulgaria. Ar priñs Aleksandr Battenberg a glaskas unaniñ Bulgaria o stagañ Roumelia ar reter ouzh e vro e 1885, ar pezh a lakaas ar brezel da darzhañ gant Rouantelezh Serbia pa nac'has Bulgaria diskregiñ diouzh an tiriad-se pe digoll Serbia gant douaroù all.
Deuet da vezañ trec'h, priñs Battenberg a ziskouezas en ur feson anat e youl da vezañ distag diouzh aotrouniezh ar Rused war e vro hag a glaskas en em glevet gant ar gostezenn a-du gant Aostria. Neuze e aozas ar Rusianed un taol-Stad dre zindan d'an 20 a viz Eost 1886. Bloaz goude e teuas Ferdinand Saks-Cobourg ha Gotha da vezañ priñs nevez Bulgaria. E-pad ar stourmoù-se, an Aliañs tridoubl (hag Aostria-Hungaria) n'he doa graet netra, ha doujet e-giz-se d'an emglevioù divizet e-pad Kendalc'h Berlin e 1878 (edo Bulgaria dindan levezon ar Rused). Koulskoude e voe anat buan ne oa eus priñs nevez Bulgaria nemet ur silienn a boulze kostezenn Rusia ouzh kostezenn Aostria-Hungaria da greskiñ e c'halloud dezhañ e-unan.
An Aliañs tridoubl, kreizon eil reizhiad Bismarck (1887-1890)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1885, e deroù brezel Abisinia (pe ar c'hentañ brezel italian-hag-etiopian, 1885-1896) e oa displijet da vroioù pennañ ar c'hevandir european (ha Bro-C'hall peurgetket) pa oa bet kemeret Massaoua, en Eritrea gant an Italianed, gant asant ar Rouantelezh-Unanet. O welet kement-se e tostaas Rouantelezh Italia da Impalaeriezh Alamagn.
Evit kregiñ, Bismarck a ginnigas mont da dredeog en divizoù diwar-benn ar feur-emglev a lakae war-sav Emglev ar Mor Kreizdouar (1887-1896), a vode ar Rouantelezh-Unanet hag Italia, hag un tamm diwezhatoc'h Aostria-Hungaria. Anavezout a rae ar feur-emglev ar statu quo er Mor Kreizdouar, koulskoude, unan eus e balioù pennañ a oa kaeañ ouzh kresk Impalaeriezh Rusia er Balkanioù hag ouzh he youl da gontrolliñ strizhoù-mor Turkia (ar pezh a warante d'an Impalaeriezh otoman ne'z afe ket da get), ha war un dro gwarantiñ gwirioù Italia a-enep Bro-C'hall. Bismarck diouzh e du a brofitas eus an emglev-se da dostaat ar Rouantelezh-Unanet hag an Aliañs tridoubl.
E 1887 e kinnigas ivez Bismarck daou emglev etre daou e-barzh framm an Aliañs tridoubl da greñvaat divizoù kemeret en Emglev ar Mor Kreizdouar.
- Ar c'hentañ emglev etre Italia hag Aostria-Hungaria a zivize, e ken kaz ma ne vefe ket tu da zerc'hel ar statu quo er Balkanioù, pe war aodoù an Impalaeriezh otoman hag en inizi Mor Egea ha Mor Adria, e vefe rediet Italia hag Aostria-Hungaria neuze da gas soudarded da zerc'hel ar vro, goude bezañ skoulmet un emglev etrezo hepken avat. ouzhpenn ar statu quo e tifere ar feur-emglev e vefe digollet an div vro gant douaroù. Betek-gouzout e c'hounezfe Aostria-Hungaria douaroù er Balkanioù e c'hounezfe Italia douaroù en Alpoù.
- An eil emglev etre Italia hag an Impalaeriezh alaman a warante skoazell Alamagn da Italia pa vefe taget gant Bro-C'hall abalamour da zizemglevioù etrezo diwar-benn trevadennoù Afrika an Norzh.
Ouzhpenn-se d'an 18 a viz Even 1887, e-lec'h emglev an tri impalaer (1881-1884) hag en un doare kontrol a-grenn d'ar palioù roet da emglev ar Mor Kreizdouar, e sine Alamagn ha Rusia ur feur-emglev surentez nevez dre guzh (1887-1890), atav evit kenderc'hel Bro-C'hall en he digenvezded war an dachenn diplomatek. Dre ar skrid-emglev-se e warante Rusia e chomfe neptu pa vefe taget Alamagn gant Bro-C'hall e-keit ha ma warante houmañ chom neptu pa vefe taget Rusia gant Aostria-Hungaria ha pa gasfe ar Rused soudarded da strizhoù-mor Turkia.
An Aliañs tridoubl goude Bismarck (1890-1896)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bro-C'hall ha Rusia a stard o darempredoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Alamagn e voe graet "bloavezh an tri impalaer" eus 1888. Mont a reas Gwilherm Iañ da anaon, heuliet un nebeud mizioù goude gant Frederig III. Gwilherm II a bignas neuze war an tron. Ar c'hañseller Bismarck a roas e zilez eus e garg e 1890, hag e voe anvet ar c'hont von Caprivi en e lec'h.
Pa roas Bismarck e zilez e voe kemeret lec'h e Realpolitik, diazezet war mad ar vroad ha mererezh ar peoc'h war an dachenn diplomatek, gant Weltpolitik Gwilhem II, tagusoc'h war dachenn an trevadennoù hag ar morluoù hag er redadaeg d'an armoù. Kouezhañ a reas eil reizhad Bismarck en e boull buan. Da gentañ ne voe ket astennet an emglev surentez nevez etre Alamagn ha Rusia e 1890, hag homañ a grogas da stardañ he darempredoù gant Bro-C'hall.
Gwellaat a ra an darempredoù etre Bro-C'hall hag Italia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Italia e oa ar c'hont Crispi, enebet ouzh Bro-C'hall, a oa Prezidant ar c'huzul. Kontañ a rae war skoazell listri Aostria-Hungaria betek-gouzout e kreskfe trevadennoù Bro-C'hall en Afrika an hanternoz diwar-goust Italia. Diouzh he zu, Aostria-Hungaria ne oa ket tomm rak ne blije ket dezhi gwelet Italia o c'hounnit tachenn, e Libia peurgetket, abalamour ma oa ar vro-se e dalc'h an Impalaeriezh otoman ha m'en defe roet un digarez da Impalaeriezh Rusia evit klask gounit tachenn er Balkanioù.
E miz Genver 1891 e oa diskaret gouarnamant Crispi, heuliet gant gouarnamant ar markiz di Rudini, troet gwelloc'h e-keñver Bro-C'hall. Amzer en doa bet ar c'hont Crispi da ouzhpennañ daou emglev 1887 da destenn gentañ feur-emglev an Aliañs :
- Dont a reas an emglev italian-hag-aostrian war ar Balkanioù da vezañ mellad 7 feur-emglev an Aliañs tridoubl.
- An emglev german-hag-italian war Afrika an Norzh a zeuas da vezañ mellad 10 ar feur-emglev.
Ne blije ket nemeur ar mellad-se d'an Alamaned rak rediet e vefent da zisklêriañ ar brezel da Vro-C'hall da zont war sikour Italia pa glaskfe homañ astenn he zomani en Afrika. Met pa oa ur riskl e wellafe an darempredoù etre ar Republik c'hall hag Italia e asantjont. Sinet e voe stumm nevez feur-emglev an Aliañs tridoubl e Berlin d'ar 6 a viz Mae 1891 hag e warante kendalc'h ar statu quo e Cyrenaica, e Tripolitania hag e Tunizia. Ouzhpennet e voe ivez ur mellad diwar-benn ar skoazell ekonomikel etre an teir Stad. E soñj e oant ivez da sinañ anezhi gant ar Rouantelezh-Unanet diwezhatoc'h.
Evel ma klaske miret ouzh Italia hag Bro-C'hall a skoulmañ darempredoù gwelloc'h ha dre ma ne c'halle ket kontañ ken war abilded diplomatek Bismarck, e kreñvaas Alamagn al liammoù skoulmet etre Rusia ha Bro-C'hall, a voe treuzfurmet dizale en ur c'hevredad gall-ha-rusian e 1892. Ar c'hevredad nevez-se a c'hourdrouze Italia hag Alamagn da vezañ rediet d'en em gannañ war daou dalbenn war un dro evel ma touje Bismarck.
War hent ar brezel (1896-1914)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An darempred etre Italia ha Breizh-Veur : gwiridig an Aliañs tridoubl
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Nevesaet e voe an Aliañs tridoubl e 1896, hep kemm. E framm ar Weltpolitik neoazh, Gwilhem II en doa anoazhet ar Saozon en ur skoazellañ ar vBoered (kaset en doa ur telegramm da Baol Kruger e 1896). Pa grogas an darempredoù etre Breizh-Veur hag Imapalaeriezh Alamagn da fallaat e teuas nec'hamant d'an Italianed. Evite, ar Rouantelezh-Unanet a oa ur mignon abalamour ma keveze gant Bro-C'hall en Afrika. Nac'hañ a rae gouarnamant Rudini kement tagadenn ouzh ar Rouantelezh-Unanet, daoust da drec'h etiopian Adoua (1896), en doa diskaret esaeoù Italia da drevadenniñ Abisinia hag echuet ar c'hentañ brezel italian-hag-etiopian.
Breizh-Veur a dosta d'ar c'hevredad gall-ha-rusian
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adalek sinadur ar c'hevredad gall-ha-rusian (1892) betek deroù ar brezel-bed kentañ (1914), Alamagn en doa dilezet ar Realpolitik da heuliañ ar Weltpolitik. Klask a reas an Aliañs tridoubl lakaat Bro-C'hall da chom en hec'h-unan war an dachenn diplomatek, en aner, ha da lakaat skoilhoù da gresk he zrevadennoù (enkadenn Fachoda e 1898 ha « taol Agadir » e 1911).
A-vuzul ma tarzhe an enkadennoù etrebroadel an eil goude eben e krogas ar Rouantelezh-Unanet da dostaat da Vro-C'hall war an dachenn diplomatek (Emglev kalonek[3] e 1904) ha da Rusia ivez (kenemglev angl-ha-rusian e 1907) evit renkañ kalz arguzoù etrezo.
Ret e voe gortoz brezelioù ar Balkanioù (1912-1913) da welet ur c'henlabour gwirion etre ar gevredidi gall ha rusian ha Breizh-Veur (Emglev tridoubl). Ha ret e voe gortoz c'hoazh ma ne vefe ket doujet neptuegezh ar Velgiz gant an Alamaned e devezhioù kentañ ar brezel bras evit gwelet ar Rouantelezh-Unanet o'n em renkañ diouzh tu Rusia ha Bro-C'hall.
Luziadell ar Balkanioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-keit ha ma tommae an darempredoù etre Breizh-Veur hag ar c'hevredad gall-ha-rusian, Rusia a oa deut a-benn da gaout an tu-gounit er stourm levezon a enebe Aostria-Hungaria outi er Balkanioù, da-heul an taol-Stad a-du gant Rusia e Serbia e 1903. Diwar neuze e oa dieubet gouarnamant Serbia diouzh aotrouniezh Vienna ha tremen a reas dindan levezon Rusia hag ar banslaviezh. Netra ne vire ken ouzh ar vroadelouriezh serbiat da ziorren er Balkanioù.
Aostria-Hungaria diouzh he zu a stagas outi an tiriadoù otoman a oa meret gant Aostria-Hungaria e Bosnia-Herzegovina da-geñver Dispac'h an Durked-yaouank e 1908. Bulgaria a reas he mad eus kement-mañ da lakaat he c'hrabanoù war Roumelia ar c'hornôg.
Ur pennadig amzer goude, e 1912, e-keit ha ma oa diskaret galloud an Otomaned, ar monarkiezioù slav-ha-balkanat (Serbia, Bulgaria ha Montenegro), dindan levezon rusian, ha Bro-C'hres, dindan levezon Breizhveuriz, a savas Kevre ar Balkanioù, a-enep Aostria-Hungaria hag an Impalaeriezh otoman. Milin-poultr ar Balkanioù a grogas da vezañ dañjerusoc'h-dañjerusañà ha daou vrezel balkanek a darzhas. Goude trec'h ar c'hevre e fin kentañ brezel ar Balkanioù e kollas an Otomaned hogos holl o douaroù en Europa, war-bouez Istanbul. Bulgaria avat en em ziskouezas re lontrek hag Eil brezel ar Balkanioù a darzhas, ma stourmas ouzh he c'hevredidi gozh eus Kevre ar Balkanioù, Roumania (atav tost d'an Aliañs tridoubl) hag an Impalaeriezh otoman. Ur wezh trec'het gant hec'h enebourien e kollas Bulgaria kalz douaroù ha pellaat a reas diouzh he c'hevredad rusian a-vuzul ma tostae d'an Aliañs tridoubl war an dachenn diplomatek.
Izelaet e oa an Impalaeriezh otoman ha Bulgaria ha treiñ a reas broadelouriezh Serbia ouzh hec'h enebour diwezhañ : Aostria-Hungaria. D'an 28 a viz Even 1914 e voe drouklazhet an arc'hdug Franz-Ferdinand e Sarajevo, e Bosnia, gant ur broadelour serb eus Bosnia anvet Gavrilo Princip, ezel eus ar strollad "Bosnia yaouank" (Mlada Bosna). Pennabeg e voe an darvoud-se da argadenn Aostria-Hungaria e Serbia d'an 28 a viz Gouere 1914, a lakaas ar brezel-bed kentañ da darzhañ abalamour da c'hoari ar c'hevredadoù etre Stadoù Europa.
Heuliadoù e-pad ar c'hentañ Brezel-bed (1914-1916)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Miz Eost 1914 : neptuegezh Italia er brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da-heul digoradur ar brezel e kavas gwell Italia chom neptu da gentañ rak, hervez gouarnamant Antonio Salandra, an Aliañs tridoubl a oa un emglev difenn dreist-holl, ha netra ne redie Italia da gemer perzh en ur brezel argadiñ. Diwar neuze e voe graet an Impalaeriezhioù kreiz eus izili an Aliañs tridoubl o doa disklêriet ar brezel (Alamagn hag Aostria-Hungaria).
Miz Here 1914 : an Impalaeriezh otoman a gemer perzh er brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An darempredoù tost a oa etre an Impalaeriezh alaman hag an Impalaeriezh otoman ne oant ket nevez. Un heuliad eus Weltpolitik Gwilherm II e oa. Pa zigoras ar brezel e miz Eost 1914 e voe tapet berr ar renerien otoman. Ne oa ket prest an impalaeriezh da gemer perzh diouzhtu er brezel : dasparzhet e oa he soudarded e proviñsoù pell ha ne oa ket gouest da zifenn he c'hêr-benn, Kergustentin, ouzh un argadenn gant ar gevredidi.
Daoust ma chomas neptu en un doare ofisiel pa darzhas ar brezel e oa liammet an Impalaeriezh ouzh ar Reich gant ur feur-emglev kuzh. E-doug tost daou viz e loveas ar gouarnamant otoman. Ren a rae ur politikerezh a-du gant an Alamanted en ur bourchas disklêriañ ar brezel hep tuañ gante en un doare ofisiel koulskoude. Ar c'has renet war-lerc'h ar Goeben hag ar Breslau (miz Gouere - miz Eost 1914) a boulzas an Otomaned da gemer perzh er brezel da vat diouzh kostez an Impalaeriezhoù kreiz (miz Here 1914).
Miz Mae 1915 : mont a ra Italia a-du gant ar Gevredidi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'ar 26 a viz Ebrel 1915 e oa skoulmet feur-emglev Londrez etre Italia hag ar Gevredidi a lakae anezhi da cheñch tu. Roma a zisklêrias ar brezel d'ar Reich d'ar 24 a viz Mae 1915 goude un eskemm eus promesaoù diwar-benn an tiriadoù poblet gant Italianed a oa gouarnet gant Aostria-Hungaria hag a felle dezhi kaout (Tirol, Istria, Dalmatia, etc.) hag eus un dachenn levezon en Albania hag e Turkia. De facto e oa fin an Aliañs tridoubl.
Miz Here 1915 : Bulgaria a ya a-du gant an impalaeriezhioù kreiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yenaet e oa an daremredoù etre Bulgaria ha Rusia abaoe ma oa bet pladet e-pad Eil brezel ar Balkanioù. Neptu e chomas Bulgaria eta da gentañ, e deroù ar brezel. Koulskoude, e-pad 1915, e voe tostaet ar gouarnamant gant an div gostezenn. Ferdinand Iañ a felle dezhañ gounit douaroù hag a-du ez eas gant ar gostezenn a bromete dezhañ gounidoù prim war e enebourien eus Serbia. Dre ma kave skort promesaoù ar Gevredidi e sinas gouarnamant Bulgaria un emglev gant an impalaeriezhioù kreiz ha d'ar 5 a viz Here 1915 e antreas er brezel gante.
Miz Eost 1916 : Roumania a cheñch tu
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diouzh he zu, Roumania a chomas neptu da gentañ a-drugarez d'ar fed ma oa kuzh an emglev he stage ouzh an Aliañs tridoubl. E 1916 avat ez eas a-du gant ar Gevredidi abalamour da c'hounit tiriadoù poblet gant Roumaned (ar rann eus Treuzsilvania renet gant Aostria-Hungaria, Bukovina, ha kement zo...).
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Termofis. 2024
- ↑ Max Schiavon, L'Autriche-Hongrie dans la Première Guerre mondiale : La fin d'un empire, Paris, Éditions SOTECA, 14-18 Éditions, coll. « Les Nations dans la Grande Guerre », 2011, 298 p. (ISBN 978-2-916385-59-4), p. 135.
- ↑ Ar Bobl, 43/2c, 15 juillet 1905 : "Eaz eo gweled o deuz c'hoant an diou vro da dostaat an eil ouz eben, d'ober « emgleo kalonek ».