Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Eleonora di Toledo

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Eleonora di Toledo livet gant Bronzino

Eleonora di Toledo (15191562), e spagnoleg Leonor Álvarez de Toledo, anvet ivez a-wechoù Eleonora da Toledo, merc'h da b-Pedro Alvarez de Toledo, markiz Villafranca ha besroue Naplez, a zimezas da g-Cosimo Iañ de' Medici hag a voe dugez Firenze.

Eurediñ a reas Eleonora da g-Cosimo Iañ de' Medici e 1539, pa oa en he 17 vloaz. Edo Cosimo o klask ur bried d'e sikour da greñvaat e bouez politikel. He c'havout a reas gant merc'h nemeti besroue Naplez, eus un tiegezh pinvidik evel ar mor hag he zad unan eus an dud pouezusañ a oa en Itala d'ar poent. Gant an dimeziñ-se e teue en tiegezh Medici ar gwad uhel a vanke c'hoazh evit bezañ a live gant roueed Europa, hag ouzhpenn liammoù gant kurunenn Spagn, a dennfe he soudarded eus e zouaroù.

Ouzhpenn da se eo brudet Eleonora evel unan eus kaerañ merc'hed hec'h amzer: meleganez he daoulagad glas, he dremm un hirgelc'h disi, dous hec'h enebañs ha meurdez enni... Hoalusañ gwreg an tiegezh abaoe Lucrezia Tornabuoni.

Gant he zad e voe kaset da Firenze da lidañ an eured. Eno en em gavas gant danvez he fried, en e ugent vloaz, evit ar wech kentañ e villa di Poggio a Caiano. Graet e voe an eured war an ton bras en iliz Santa Maria Novella, ha fest a voe war-lerc'h.

He bugale

A-raok-se e oa bet lignez Medici e dañjer da vont da get. Pa oa bet roet ur pennhêr, hag un dornad hêred all, d'he fried, ha merc'hed a roje tro da ober dimezioù talvoudus gant tiegezhioù bras eus Italia pe broioù all, e voe digoret ur marevezh a beoc'h hag a stabilded e dugelezh Toskana. Daou eus he mibien, Francesco ha Ferdinando, a renas evel Duked.

Unnek bugel o doe Cosimo hag Eleonora, ha pemp mab (Francesco, Giovanni, Garzia, Ferdinando, ha Pietro) ha ne varvjont ket en-bugale. Da neuze, abalamour d'an dorzhellegezh a veze o ren e Firenze, ez ae tud uhel kêr d'ober chomadennoù war an aod, met eno e oa un dañjer all, hini ar malaria. Evel-se e varvas Maria, Giovanni ha Garzia. Tri a varvas en-bihanik. Francesco, Dug-meur Toskana, ha Lucrezia a varvas, e barr o brud, gant ar c'hontamm moarvat (a zo bet prouet evit Francesco e dibenn ar bloaz 2006. Isabella a voe krouget gant he gwaz. Pietro, a lazhas e wreg, n'en doe ken bugale nemet besterd. N'eus nemet war anv Ferdinando, Dug-meur Toskana, ne deuas ket brud fall.

Skeudenn Anv Ganet Marvet Oad an den pa varvas Penaos e varvas
Maria
3 Ebrel 1540 19 Du 1557 17 Marvet gant ar malaria
Francesco I
25 Meurzh 1541 19 Here 1587 46 Eurediñ a reas da Janed Aostria ha war-lerc'h da Bianca Cappello.
Isabella
31 Eost 1542 15 Gouhere 1576 34 Krouget e voe gant he fried, Paolo Giordano Orsini
Giovanni
29 Gwengolo 1543 20 Du 1562 19 Kardinal, marvet gant ar malaria
Lucrezia
14 a viz C'hwevrer1545 21 a viz Ebrel1561 16 Dimezet da Alfonso II d'Este, dug Ferrara, krediñ a c'haller e voe kontammet gant he fried
Pietro (Pedricco)
10 a viz Eost 1546 9 a viz Mezheven 1547 10 miz
Garzia
5 a viz Gouhere 1547 12 a viz Kerzu1562 15 Marvet gant ar malaria
Antonio
1añ a viz Gouhere 1548 1548 0
Ferdinando
30 a viz Gouhere 1549 17 a viz C'hwevrer 1609 60 Già cardinale, dimezet da Cristina di Lorena
Anna
10 a viz Meurzh 1553 6 a viz Eost 1553 Tost da 5 miz
Pietro
3 a viz Mezheven 1554 25 a viz Ebrel 1604 50 Dimeziñ a reas da Dianora di Toledo hag he lazhañ a reas en abeg d'hec'h avoultriezh ; addimeziñ a reas e 1593 da Beatriz de Meneses

Poltred

Ur poltred all zo anezhi diwar zorn Bronzino: Eleonora Toledo hag he mab‎.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.