Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Ger-mell

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

Ar gerioù-mell a zo anezho gerioù bihan a vez implijet dirak an anv-kadarn, peurvuiañ, da spisaat pe da resisaat da betra e ra dave an anv-kadarn-se.

Dre vras e vez graet un diforc'h etre ar ger-mell strizh en un tu hag ar ger-mell amstrizh en tu all.


Implijet e vez, dre vras, ar ger-mell strizh da ziskwel ez eo anavezet an anv-kadarn a reer dave dezhañ, (an davead, pe referent e saozneg), pe da ziskwel e teuio war-lerc'h gerioù all (peurliesañ anvioù-gwan), hag ar re-se a denno d'an anv-kadarn daveeet dezhañ gant ar ger-mell-se, d.s.

an den, a denn d'un den hag a zo anavezet dija, hervez soñj ar c'homzer, gant e selaouer, hag ar selaouer-se a oar, pe a rank gouzout, eus piv emañ egile o kaozeal;
"an den bras": spisaet eo gant ur anv-gwan eeun
"an den am boa gwelet dec'h: spisaet gant ur rannfrazenn anv-gwan (anvet ivez islavarenn-stag)

Implijet e vez ar gerioù-mell amstrizh evit diskwel ez eo diresis ha dispis an anv-kadarn a ra dave outañ, d.s.:

un den = un den bennaket; n'eus forzh piv; ne vern peseurt den

Da yezhoniourion zo ez eo an anvioù-gwan niverenniñ un isrummad gerioù-mell da vezañ renket e-touez ar re amstrizh ivez.

Peurvuiañ e komzer eus ger-mell amstrizh unan, met yezhoù zo, evel ar galleg, o deus ur ger-mell amstrizh lies:

des gens = tud

Implijoù ar gerioù-mell

  • E meur a yezh, evel en arabeg da skouer, n'eus ket gerioù amstrizh. Ar brezhoneg eo ar yezh keltiek nemeti a implij ar gerioù-mell amstrizh.
  • Ar gerioù-mell strizh n'eus ket anezhe e holl yezhoù ivez, evel ar japaneg hag ar ruseg hag a ra gant doareoù all da verkañ ar perzhioù stag d'an daveadoù.

E meur a yezh e voe krouet ar gerioù-mell, dreist-holl ar re strizh, diwar raganvioù pe anvioù-gwan, d.s.:

ille (latin) > el ha la (spagnoleg)

Ar gerioù-mell a c'hell talvezout da verkañ jener pe niver un anv-kadarn ivez, da skouer e portugaleg:

  • Strizh
o ~ os (gourel)
a ~ as (benel)
  • Amstrizh
um ~ uns (gourel)
uma ~ umas (benel)

Bez e c'hellont merkañ ivez ar rol a c'hoarvez un anv-kadarn ur frazenn gant ar yezhoù a implij sistem ar c'hasoù, d.s. e gresianeg (gerioù-amstrizh gourel unander nemetken):

ο nominativel
το(ν) akuzativel
του genitivel

E brezhoneg, evel en arabeg dre gomz, e cheñch stumm ar gerioù-mell hervez ar sonioù a deu warlerc'h:

al levr; ul levr
an den; un den
ar c'hi; ur c'hi

Yezhoù zo, evel re Skandinavia da skouer, a implij lostgerioù e lec'h gerioù-mell distag, da skouer e daneg:

gourel: plan ("raktres") > planen ("ar raktres")
nebreizh: plan ("plaenenn") > planet ("ar blaenenn")

Kavet e vez seurt lostgerioù e yezhoù all ivez, d.s.:

consul > consulul e roumaneg
drvo ("gwezenn") > drvoto ("ar wezenn") e makedoneg


Gwelet ivez: