Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

NASA

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

An National Aeronautics and Space Administration (Melestradurezh Vroadel an Aerlestrerezh hag an Egor), anavezet muioc'h gant e wreskanv NASA (distagadur saoznek: /ˈnæsə/; ha /ˈnaːza/ dre vras e brezhoneg), eo an ajañs eus gouarnamant ar Stadoù-Unanet a bled gant ar braz eus programm sivil an egor hag an aerlestrerezh eus ar vro-se. E penn a-raok emañ evit ergerzh an egor koulz gant an dud pe gant sonterezoù emgefre. Ar programm Apollo da skouer, a dalvezas da gas tud war al Loar e dibenn ar bloavezhioù 1960 hag e penn-kentañ ar bloavezhioù 1970, a oa bet renet ganti. A-douez traoù all eo ganti e oa bet kaset war-raok ivez programm an egorvulzun, an teleskop Hubble, an egorlec'h etrebroadel hag ergerzh koskoriad an Heol gant sonterezoù liesseurt.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.