Nennius : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
D rummadoù diezhomm |
||
Linenn 32: | Linenn 32: | ||
[[Rummad:Istor Breizh]] |
[[Rummad:Istor Breizh]] |
||
[[Rummad:Istorourien Breizh]] |
[[Rummad:Istorourien Breizh]] |
||
[[Rummad:Tud]] |
|||
[[Rummad:Lennegezh Breizh]] |
[[Rummad:Lennegezh Breizh]] |
||
[[Rummad:Skrivagnerien Breizh]] |
[[Rummad:Skrivagnerien Breizh]] |
||
[[Rummad:Skrivagnerien Kembre]] |
[[Rummad:Skrivagnerien Kembre]] |
||
[[Rummad:Kembre]] |
|||
<!-- etrewiki --> |
<!-- etrewiki --> |
Stumm eus an 29 Gwe 2009 da 11:36
Nennius, pe Nemnivus, a zo un den dianav a-walc'h, hogen stag e anv ouzh istor ar Vrezhoned hag istor Kembre. Gantañ e vije bet savet, pe dastumet, an danvez latin a zo aet d'ober an dornskrid anavezet evel Historia Brittonum.
E gwirionez e c'hall bezañ anv unan pe daou zen.
Nennius, ar c'hloareg
An hini anavezetañ eus an daou Nennius zo un den, ur manac'h moarvat, hag a oa diskibl da Elvodugus.
Anavezet eo an Elvodugus-se evel Elfoddw, a oa eskob Gwynedd, hag en devoa graet da gristenien Kembre lidañ Pask d'an hevelep deiz ha kristenien all Enez Vreizh er bloavezh 768, hag a zo meneget e varv en Annales Cambriae er bloavezh 809.
Evit Nennius, a zo kontet da vezañ bevet en IXvet kantved, a zo bet kavet e roud en un darn eus dornskridoù Historia Brittonum, ma soñjer eo gantañ int bet skrivet.
Gant an arbennigour meur, David N. Dumville, ez eus bet diskouezet avat e kaver ar meneg-se en ur skouerenn eus an XIvet kantved, kalz diwezhatoc'h evit skouerennoù all eus an dornskrid, e gwirionez daou c'hant vloaz war-lerc'h ar mare ma soñjed en doa bevet an Nennius kentañ. Koulskoude, e vez graet anv eus oberour skrid kentañ an Historia Brittonum evel eus hini ar skrid all evel eus Nennius pe pseudo-Nennius.
An eil Nennius
An Nemnivus all, pe Nennius ivez, a zo anv anezhañ en un dornskrid kembraek eus an IXvet kantved. Evit respont d'an tamall, graet gant ur Saoz, ne oa lizherenneg ebet d'ar Vrezhoned e vije bet ijinet unan gant Nemnivus war an tomm, evit dizarbenn ar gunujenn. Miret eo bet al lizherenneg ijinet (a-hervez) gant Nemnivus en dornskrid-se end-eeun, ha gouez da Nora K. Chadwick ez eo ur seurt skritur runek saoz kozh. «Diouzh an anvioù roet da lod eus al lizherennoù e c'haller lavarout en doa anaoudegezh eus o anvioù gwir e saozneg », eme Chadwick .
Da glozañ
Darn a lavar n'eus nemet un den eus an daou zen-se. Darn all a lavar n'eo ket sur, rak an Nennius diskibl da Elvodugus n'eus ket bet anezhañ marteze, ha n'eo ket anavezet gwall vat ar marevezh istorel-se.
Da lenn
- David N. Dumville, "'Nennius and the Historia Brittonum," Studia Celtica, 10/11 (1975/6), 78-95
- Nora K. Chadwick, "Early Culture and Learning in North Wales" in Studies in the Early British Church (1958).
- Nennius and Historia Brittonum commentary from The Cambridge History of English and American Literature, Volume 1, 1907–21.