Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

TV Breizh

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

TV Breizh a zo ur chadenn skinwel war loarell, ar «chadenn rannvroel prevez kentañ» (e Bro-C'hall), krouet e 2000. N'eus tamm abadenn brezhonek ebet ken abaoe 2009.


Titouroù hollek:

Krouet d’ar c’hentañ a viz Gwengolo 2000
Ar yezh : Galleg
Bro a orin : Bro-C’hall
Statud : hollidigezh broadel prevez
Sez sokial : Kae ar Péristyle
56324 An Oriant Cedex
Pgz : (33) (0)2 97 35 01 00
Plr : (33) (0)2 97 35 01 10
Lec’hienn internet : tv-breizh.com[1]


Analogel : Ket,
Niverel : Ket

Loarell
CanalSat : Chadenn niv 26,
TPS : Chadenn niv 25,
Kabl
Numericable : Chadenn niv 45,
Noos : Chadenn niv 22,
MC Cable : Chadenn niv 174,
VOO (e niverel),
ADSL Belgacom TV, en dibab select.


TV Breizh a zo ur chadenn skinwel mini-holligidezh ha rannvroel gall ha prevez.

Istor ar chadenn

Ar chadenn a zo bet krouet d’ar c’hentañ a viz Gwengolo 2000 diwar intrudu PDG ar chadenn TF1, Patrick Le Lay, evit reiñ ur skeudenn vroadel d’e rannvro orin, Breizh. Ar raktres a voe heuliet gant tud vrudet Breizhiz a galon, e-giz Charles Biétry pe Patrick Poivre d'Arvor.

Reiñ a reas lañs ar chadenn d'un industriezh eilmouezhiañ tresadennoù bev ha filmoù e Brezhoneg gant skoazell Kuzul Rannvro Breizh.

Adalek 2003 e voe fiziet al labour se er gevredigezh Dizale a gendalc'has gant an hent-se hep skoazell TV Breizh da c'houde. 341 eurvezh tresadennoù bev ha 60 eurvezh filmoù ha seriennoù a voe advouezhiet e Brezhoneg etre 2000 ha 2008 diwar c'houlenn TV Breizh. Filmoù brudet ha liesseurt en o zouez evel Shakespeare in Love, The Untouchables, Apollo 13, Beethoven hag all.

Adalek 2002 e krogas ar chadenn da skignañ pep noz keleier diwar benn Breizh Istorel. Ar media nemetañ o c'holoiñ Breizh en he fezh. E 2004 e voe ehanet gant an abadennoù kelier-se evit kinnig en o flas keleier berroc'h gant skeudennoù hepken ha nebeutoc'h a livioù breizhek dezho.

E-pad an hañv 2003 e voe anv da serriñ ar chadenn pa ne wele ket ar gevrannerien penaos e vije tu chom a-sav d'ober koll. A-benn ar fin e prenas TF1 ar muiañniver eus ar c'hevrannoù ha divizout a reas eilpennañ politikerezh ar programmoù ha skarzhañ Rozenn Milin ar renerez. D’an 8 a viz Gwengolo 2003 e tisplegas pennoù TF1 ha pennoù nevez TV Breizh e vefe digresket an amzer gouestlet d'ar programmoù rannvroel dre ma veze kollet arc’hant ganto. Cheñchet e voe ar gael abadennoù evit dont da vezañ nebeutoc’h breton ha hollekoc'h, a-benn gounit sellerien ha dont da vezañ ampletus. E-pad ar bloavezh 2004-2005 e voe anv da unvaniñ TV Breizh ha TV Match dindan ar memes chadenn. Serret e voe an eil d’an 31 a viz Eost 2005 hep na yafe ar raktres betek penn.

Pennoù TV Breizh a glaskas en em gannañ e-pad pell ouzh ar "Conseil supérieur de l'audiovisuel" (CSA) evit tapout ur frekañs hertzian analogel lec’hel e Breizh. Atav o deus nac’het izili CSA kement-mañ. Padal en deus CSA roet unan evit ur raktres skinwel lec’hel e Naoned, hini ar Socpresse evit Nantes 7. Eus an evelep doare en doa klasket tud TV Breizh kaout ur frekañs war an SND (Skinwel Niverek Douarel pe TNT) e 2004, ur wech ouzhpenn e voe nac’het gant CSA. Ar bec'h a oa lakaet gant Patrick le Lay war ar CSA d'ar poent-se evit daleañ donidigezh ar skinwel niverel douarel a zo bet unan eus an abegoù e voe nac'het ar frekañsoù goulennet.

E miz Even 2008 e oa chomet a-sav ar chadenn da skignañ abadennoù e Brezhoneg. Al liamm nemeto a chome etre Breizh hag ar chadenn a oa al lec'h ma chom diazezet e savadur an Oriant, hag anv ar chadenn a voe dalc'het dre ma oa hiviziken hini ur raktres ekonomikel a rae berzh, hag en arvar e vije bet lakaet ma vije bet cheñchet anv.

Aozadur :

Tud e penn :

Prezidant : Laurent Solly


Renerien hollek : Rozenn Milin (2000-2004) ha Gaël Desgrées du Lou (2004-2009)

E-karg eus ar prenidigezhioù hag eus ar programoù : Armand Dubruel

Sez :

Adalek An Oriant, en diazezlec'h arme evit al listri-spluj kozh, e vez skignet c’hwec’h chadenn eus strollad TF1. Abadennoù TV Breizh (Tro War Dro) a vez graet en Oriant.

Programmoù :

Er penn-kentañ e veze ul lodenn vras a brogrammoù rannvroel war TV Breizh (keleier, abadennoù e brezhoneg) hag o doa skignet kalz a ouelioù keltiek, e-giz Gouelioù etrekeltiek an Oriant pe an Nozvezhioù Keltiek er « Stade de France » gant tud e-giz Ronan Manuel, Irène Frain pe Yvon Etienne o tisplegañ anezho. Da heul adaozadur ar chadenn e 2003 e teuas da vezañ hollekoc’h ar programmoù hag e voe skignet muioc’h a brogrammoù amerikan bet prenet o gwirioù gant TF1 e-giz Columbo pe Arabesque pe filmoù hag abadennoù faltazi. Deuet eo tamm ha tamm da vezañ ur chadenn hollek broadel war ar c’habl hag al loarell o tilezel ar programmoù breizhek. Bep Sul noz e vez adskignet abadennoù kozh strollad Les Enfoirés.

Ne vez ket mui enrollet abadennoù nevez, met skingaset e vez atav ar programmoù asambles gant chadennoù skinwel all ar strollad TF1 adalek penn-ahel An Oriant

Kenlodeien

Hollad kenlodennoù ar chadenn TV Breizh a zo gant strollad TF1 abaoe ar bloavezh 2007.

Mediaset, strollad Silvio Berlusconi, en deus gwerzhet e lodenn (14% eus an arc'hant-sol) eus TV Breizh d’ar produour gall ha tunizian Tarak Ben Ammar. Hervez titouroù eus ar bankoù e vefe bet an eskemm gant un dalvoudegezh a 5 milion a euroioù.

Ar genlodeien a orin a oa (da vare krouadur ar chadenn):
Artemis, holding François Pinault, 27%, TF1, 22%, Crédit Agricole de Bretagne, 15%, Rupert Murdoch, 13%, Silvio Berlusconi, 13%, Jean-Claude Darmon (bruderezh sport), 6%, Panavi (René Ruello), 4%.

Da weladenniñ