Aelius Sejanus
Lucius Aelius Sejanus (3 Mezheven -20 – 18 Here 31), anavezet evel Sejanus, a oa ur soudard hag un mignon d'an impalaer roman Tiberius Caesar Augustus. Marc'heg e oa Aelius Sejanus. Sevel a reas betek ar renk a brefed e gward an impalaer, anvet Gward Pretorian, renet gantañ etre ar bloavezh 14 hag e varv e 31.
Marc'heg e oa, genidik eus Vulsinia. Aet gant Drusus da vrezeliñ da b-Pannonia.
Deut da vezañ mignon gant Tiber, e levezon a greskas muioc'h-mui dindan an impalaer.
Savet e penn ar bretorianed, 9000 den dindanañ, war ar Viminal.
Er bloaz 25, e viras Tiber diwar un ti o vont en e boull
Goude ma oa aet Tiber da vevañ en enezenn Capri, Sejan e oa, da vat, mestr war Kêr Roma.
Goulen a reas neuze dorn Livia, intañvez Drusus, ha merc'h-gaer Tiber. Nac'het eo bet e c'houlenn. Kasoni a savas neuze er spered Sejan.
Er bloaz 31, Sejan e oa koñsul da heul Tiber. Sejan e oa da vat mestr war holl draoù ha dud.
Un dra a chome da ober evitañ : lazhañ Tiber.
E varv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Met dizoloet e voe irienn Sejanus gant Antonia, c'hoar-gaer an impalaer, harzet an irienner, ha lakaet d'ar marv, er bloaz 31 e toull-bac'h Tullianum. Drouklazhet e voe e diegezh a-bezh ivez.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. Errance. Paris. 1994