Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Arsenio Rodríguez

Eus Wikipedia

Ignacio Arsenio Travieso Scull, anavezetoc'h evel Arsenio Rodríguez, ganet d'an 31 a viz Eost 1911 e Güira de Macurije, e proviñs Matanzas, ha marvet e Los Angeles (SUA) d'an 31 a viz Kerzu 1970, a oa ur gitarour kuban, ha rener ul laz-seniñ.

Dall e oa, goude bet un taol troad digant ur gazeg pe ur mul, ma voe lesanvet goude "el ciego maravilloso", an dall burzhudus.

E sonerezh e oa ar son kuban, ma sone an tres (gitar kuban), hag an tumbadora, pe conga, er rumba. Er bloavezhioù 1940 ha 1950 ec'h adaozas ar son conjunto hag e krouas ar son montuno, a zo diazez ar salsa a hiriv. Lavarout a rae bezañ krouer ar mambo ha sevel a reas ouzhpenn 200 kanaouenn, ton ha son.

Kuitaat a reas Kuba e deroù ar bloavezhioù 1950 da vont d'ar Stadoù-Unanet, ma varvas en 1971.

  • Un Rayo de Luz, film diwar e benn : [[1]].
  • O kanañ Rumba guajira : [[2]]
  • O kanañ Errante y bohemio : [[3]]
  • Selaou gitar Arsenio e-barzh Linda Cubana: [[4]]