Arthur Le Moyne de La Borderie
Louis-Arthur Le Moyne de La Borderie, bet graet Arthur de La Borderie anezhañ alies (Gwitreg, 5 a viz Here 1827 – 17 a viz C'hwevrer 1901) a oa un istorour arbennigour war Istor Breizh.
Ur politiker eo bet eo bet ivez, dilennad evit takad Gwitreg e Kuzul departamant Il-ha-Gwilun.
Bras eo bet e levezon war an emsav rannvroelour ha broadelour, rak a-drugarez dezhañ e komprenas gwelloc'h ar Vretoned en Istor o bro.
E bered hanternoz Roazhon emañ e vez, gant ur groaz uhel kozh hag erminiget.
An istorour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Gwitreg e voe ganet A. de La Borderie d'ar 5 a viz Here 1827, eil mab da Suzanne Jeanne Pauline Hévin ha François Jean Mathurin Le Moyne, na oa ket eus an noblañs : perc'henn war zouaroù bras el lec'hienn La Borderie e Étrelles e oa ar familh.
Goude studioù war ar Gwir e Skol-veur Roazhon ez eas Louis-Arthur da Skol an Dielloù (École nationale des Chartes) e Pariz. Major e remziad e voe e 1852. E dielloù departamant Naoned e labouras eus 1853 da 1859.
Emezelañ a reas e Kevredigezh arkeologiezh hag istorel Il-ha-Gwilun, bet diazezet e 1844[1] ; beskadoriad ar Gevredigezh e voe e miz Meurzh 1863[2] betek 1890, ha kadoriad adalek miz Kerzu an hevelep bloaz[3]. Dre e labourioù fonnus war amzeriou kozh Breizh e c'hounezas brud vat, betek bezañ enoret evel istorour meur Breizh.
Diskoachañ a reas kalz dielloù eus ar Grennamzer hag ar mareadoù goude. Dre o studiañ spis en deus gellet displegañ darvoudoù Rouantelezh ha Dugelezh Breizh, hogen tamallet ez eus bet dezhañ klask kuzhat ha diverkañ alies levezon ar Franked hag ar C’hallaoued war an ensavadurioù breizhat[4]. Bras e voe e levezon war an emsav rannvroelour da zont, ha diwezhatoc'h war an hini broadelour betek hiziv-an-deiz.
E 1857, oadet 30 vloaz, e krouas ar gelaouenn Revue de Bretagne et de Vendée, a renas betek an niverenn diwezhañ e 1900. An enklaskoù istorel e oa an danvez pennañ, e-kichen skridoù lennegel ha studiadennoù lec'hiel. Goude 1900 e voe Revue de Bretagne, de Vendée & d'Anjou, a badas betek 1914 ha digoradur ar Brezel-bed kentañ.
Ar politiker
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un unnpennelour katolik e oa A. de La Borderie, na fazie nepred kavout abeg e pennaennoù ar Republik. Dilennad e Kuzul departamant Il-ha-Gwilun e voe eus 1864 betek 1871, ha kannad Gwitreg adalek 1864 betek 1876. Dre ar garg diwezhañ-se e voe daneveller ar Poellgor-enklask parlamantel a-zivout oberoù gouarnamant an difenn broadel, spisoc’h c'hoazh diwar-benn Kamp-bac’h Conlie (Sarthe) ma voe dalc’het un hanter-kant mil bennak a soudarded vrezhon ha dilezet en un doare dizenel e 1871 ; e 1872 e skridaozas an danevell, a voe embannet e 1874[5].
Er bloaz 1873 ez adsavas an Association bretonne a oa bet divodet e 1859 gant gouarnamant Napoleon III evit abegoù politikel.
Skridoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Louis De La Trémoille et la guerre de Bretagne en 1488, d’après des documents nouveaux et inédits. Roazhon : Champion, 1877.
- Correspondance historique des Bénédictins bretons et autres documents historiques associés. Relatifs à leurs travaux sur l’Histoire de Bretagne. Roazhon : Champion, 1880.
- Chronique De Jean De Saint-Paul Chambellan du Duc François II de Bretagne. Naoned : Société des bibliophiles bretons, 1881.
- Complot breton de MCCCCXCII [1492]. Documents inédits, publiés avec des notes et introduction par… Archives de Bretagne. II. Recueil d'actes, de chroniques et de documents rares et inédits. Naoned : Société des Bibliophiles Bretons et de l'Histoire de Bretagne, 1884.
- La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675. Sant-Brieg : Prud’homme, 1884.
- Recueil d'actes inédits des ducs et Princes de Bretagne –XIe, XII & XIIIe siècles. Roazhon : Imprimerie Ch. Catel, 1888.
- Cartulaire de l'abbaye Saint-Guénolé de Landévennec, avec notes et variantes. Roazhon : Imprimerie de Ch. Catel, 1888.
- Une illustration rennaise - Alexandre Duval, de l’académie Française et son théâtre. Roazhon : H. Caillière, 1893.
- Histoire Municipale de la ville de Tréguier - Documents inédits du XVIe et du XVIIe siècles, publiés avec notes et introduction. Roazhon : J. Plihon & L. Hervé, 1894.
- Œuvres Nouvelles Des Forges Maillard (kenskrivet gant René Kerviler). Naoned : Societe des Bibliophiles Bretons, 1888.
- Jean Meschinot, sa vie et ses œuvres, ses satires contre Louis XI. Roazhon : Champion, 1896.
- Nouveau Recueil d'actes inédits des Ducs et Princes de Bretagne (XIIIe & XIVe siècles). Roazhon : Prost, 1902.
- Histoire de Bretagne. Roazhon : Plihon, Honnay & Vatar, 1905-1914 (6 levrenn).
- Histoire de Bretagne. Roazhon : Plihon, Honnay & Vatar, 1896-1914 (6 levrenn).
- Étude historique sur les neuf barons de Bretagne. Roazhon : Plihon et Hervé, 1895.
- La Bretagne aux derniers siècles du Moyen Age (1364-1491) : Résumé du cours d'histoire professé à la Faculté des Lettres de Rennes en 1892-1893 / Arthur de La Borderie. Roazhon : Plihon et Hervé, 1893.
- Saint Paterne, premier évêque de Vannes : sa légende, son histoire. Gwened : Lafolye, 1892.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Skridoù A. de La Borderie. Kavet : 13 Kerzu 2021.
- (fr) 'Revue de Bretagne et de Vendée'. Kavet : 13Kerzu 2021.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) SAHIV. Kavet : 13 Kerzu 2021.
- ↑ (fr) 'Bulletin et mémoires de la Société archéologique du département d'Ille-et-Vilaine, séance du 12 mars 1863'. Kavet : 13 Kerzu 2021.
- ↑ (fr) 'Bulletin et mémoires de la Société archéologique du département d'Ille-et-Vilainne, Bureau pour l'année 1891-92'. Kavet : 13 Kerzu 2021.
- ↑ (fr) Cornette, Joël. Histoire de la Bretagne et des Bretons - Tome II : Des Lumières au XXIe siècle. Pariz : Le Seuil, 2005 (ISBN 978-2-02-082517-7)
- ↑ (fr) 'Le camp de Conlie et l'Armée de Bretagne'. Kavet : 13 Kerzu 2021.