Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

John Millington Synge

Eus Wikipedia

Edmund John Millington Synge, ganet d'ar 16 a viz Ebrel 1871 e Ráth Fearnáin ha marvet d'ar 24 a viz Meurzh 1909 e Dulenn d'an oad a 37 vloaz, a oa ur skrivagner eus Iwerzhon (pezhioù-c'hoari, barzhonegoù, komz-plaen...), hag un dastumer danvez-pobl (lennegezh komzet, kredennoù...). Unan eus tud heverkañ azginivelezh lennegel Iwerzhon eo hag unan eus kensaverien an Abbey Theatre (C'hoariva an Abati). Daoust ma oa e dud a orin saoz hag anglikan e voe dedennet-bras gant buhez ar beizanted katolik pa soñje gantañ o doa miret ar gwellañ paganelezh ar bed kozh.

E oberenn anavezetañ, The Playboy of the Western World, a lakaas kabaduilh e Dulenn pa voe c'hoariet evit ar wech kentañ.

Oberennoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Synge hag ar brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En em lakaet e oa Synge da zeskiñ brezhoneg e 1899[1].

Meur a oberenn gant J.M. Synge a zo bet lakaet e brezhoneg, evel:

  • "War varc'h d'ar mor" gant Youenn Drezen.
  • "An Draonienn hep heol" gant Youenn Drezen ivez.
  • "The Playboy of the Western World" a zo bet troet, pe azasaet, meur a wech gant tud disheñvel.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. R. Delaporte, “John Millington Synge ha Breizh”, Al Liamm niv. 198, p. 1980.