Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Republik Pobl Sina

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kaozeal:Sina)
  • Ne gav ket din ez eo un dra vat lakaat ar stummoù gant bro da bennger er c'helc'hgeriadur. Pounner-kenañ eo an dra-se ha ne zegas netra d'ar yezh. Kalz gwelloc'h eo ober gant stummoù ar geriadurioù klasel ha mont diouzh roll an Here kement ha ma c'haller. N'eus nemet nebeut-nebeut a vroioù a c'houlenn kaout bro dre ret : Bro-Saoz ha Bro-C'hall en o zouez. Kalz gwelloc'h eo ober gant Sina, Spagn, Italia, Alamagn hag all. Se zo bet degemeret er skolioù ivez pa'z eo bet merzet e oa tost dibosupl ober ur gentel istor dre gomz ma veze ret ouzhpennañ ar ger bro bep tro dirak anv pep Stad. --Fulup 4 Her 2005 à 07:57 (UTC)

hag ouzhpennañ a rafen-me ivez n'eo ket dre ret broioù anezhe e gwirionez metv stadoù kentoc'h. lakaomp da skwer Spagn, ur stad enni meur a vro anavezet evel-hen gant Bonreizh Spagn ('broadoù' eo a vez graet oute ez-resis). evidon-me e vefe ret ober an diforc'h etre ar pezh vez graet dre gomz en ur gaozeal hag ar pezh e vefe gwell ober gantañ dre skrid evit ober ar resisañ posubl en un oberenn skiantel evel honnezh. Neal 4 Her 2005 à 08:39 (UTC)

Pa 'm eus lakaet Bro-Sina, n'eo ket evit ma vije skrivet Bro-Sina e pep degouezh. Posubl eo war ar Wiki lakaat ur stumm cheuc'h evit an titloù hag ur stumm berr e lec'h all. Kavout a ran mat lakaat war wel ar stumm dibar a zo e brezhoneg, met pep hini a c'hell skrivañ Sina ha dre an adkas rastellet eo menegoù Sina a gaver e meur a pennad savet gant Neal. Hemañ a c'hell ober gant Sina kement ma fell dezhañ.
Memes kudenn a vez gant ar rannig a evit titloù an noblañs. Un hengoun a zo evit implijout a, met ne ra ket R. Hemon, da skouer. Ur wech all e kavan skrivañ e ppe lec'h Anna Vreizh ha Roparzh Artez, met Anna a Vreizh ha Roparzh a Artez evit an titloù pennad. Ch. Rogel 4 Her 2005 à 11:54 (UTC)

  • A-du gant Neal evit implij ar ger bro. Evit Anna Vreizh e ranker derc'hel d'ar stumm boas. Ur gallekadur eo implij an araogenn a e troiennoù a seurt gant Anna a Vreizh. Arabat erbediñ skrivañ an dra-se dreist-holl. Ar c'hemmadur eo a verk al liamm yezhadurel-se e brezhoneg. --Fulup 6 Her 2005 à 17:44 (UTC)

Ma ne vez ket a Anna a Vreizh, bev e oa, n'eus ket pell'zo , ar rannig a evit meur a anvioù tudjentil, sell ouzh "Ar benn-herez a Geroulaz...". M'eo bet dilezet er c'hantved diwezhañ (divizet gant piv?), n'eo ket divrezhoneg. Sklaeroc'h eo e meur a wech evit chom hep meskañ titloù hag anvioù boutin. Ha war ar Wikipedia e tleer bezañ resisoc'h ha chom hep soñjal e vez komprenet ar boazioù berraat gant an holl. Ch. Rogel 6 Her 2005 à 22:22 (UTC)