Marsel Gwilhou
Marsel Gwilhou, ganet e 1930 e ti feurm Kermorvan e Larruen, ha marvet d'an 11 a viz Even 2024[1], a oa kaner ha konter.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Marsel Gwilhou a zo ganet en ti feurm e-lec'h e veze komzet brezhoneg nemetken. Da zek vloaz e oa aet d'ar skol evit ar wech kentañ. Deskiñ a reas galleg en ur ober tri mi eno ha paouez a reas gant ar skol da 15 vloaz. Goude-se e tistroas d'ar feurm.
E 1957 e krogas da gontañ ha da ganañ, e Bro Fañch da gentañ, ha goude er broioù e-kichen.
Ober a reas un droig e Kazetenn ar vro blinn (sikouret en doa da grouiñ RKB) e 1978 gant Jean-Yves Richard ha René Richard. Karget e oa da grouiñ kasedigoù amzerel enrollet warno kontadennoù pe kanaouenoù eus ar vro. Kelenn a reas da meur a zen kanañ, en o zouez Yann-Fañch Kemener, Erik Marchand, Annie Ebrel pe Claudine Flohic, ha gwelet e veze alies er festoù noz.
Meur a bladenn en deus graet ivez.
Enrolladurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Un devezh 'ba Kerc'h Morvan (2004)
- Zant Nikolas
- Tiens bon bon la bouteille
- Pa basan 'barzh ar ger-mañ
- Penherez ar miliner
- Kontadenn ar boulañjer
- Ar merer paour
- Barzh ar gêr a lost ar c'hoat
- Ar merer paour
- Ar merc'hetaer
- Krouer an neñv hag an douar
- Kontadenn Yann a voen deuz ar Geodet
- Tristat e' ma vlanedenn
- Me 'zo deit amañ henoez
- Ar butun
- Extra
Filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (br) Marsel Paotr Plaen, Bastian Gwilhou, France 3 Bretagne, 2011
- (br)Marsel Gwilhouz, ur skouarn da selaou, Jérémy Véron ha Yann Simon, Connaissance et sauvegarde du patrimoine, 2010
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Tud Sant Serves kanet gant Marsel Gwilhou
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) LE FUR Laurent, Marcel Le Guilloux : La voix du kan ha diskan s'est éteinte, e L'Echo de l'Armor et de l'Argoat, 11/06/2024