Pidjin
Ur yezh pidjin a zo ur yezh vehikular eeunaet savet diwar geriaoueg ha strukturioù ur yezh-diazez, peurliesañ ur yezh europek anezhi, en o zouez ar (saozneg, ar galleg, ar spagnoleg, ar portugaleg hag an izelvroeg dreist-holl.
Gant ar yezhonourion e vez graet an diforc'h etre ar pidjinoù diouzh un tu ha kreoloù diouzh un tu all, ma vez desket ha komzet ar c'hreoloù evel yezh-vamm.
Da ober ur pidjin e ranker kaout :
- liammoù asidu hag e-pad pell etre daou strollad tud ganto yezhoù disheñvel.
- un ezhomm da eskemm kenetrezo (ober marc’had, kaout familh dec’h an daou du).
- yezh all ebet a viche komprenet gant an daou.
Keith Whinnom a soñj dezhañ e ranker kaout teir yezh da ober ur pidgin, unan anezho a viche pouezusoc’h evit ar re all (ur superstratum).
Soñj a ra d’ar yezhourien e c’hell ur pidjin mont da greol, ma vez ur rummad nevez ganto pidgin hepken er gêr. An dra-se a lakefe ar yezhadur da gompezañ. Ar c’hreol-se e-touesk an dud a deu da vezañ ur yezh he-unan (mestal ar Chavacano er Filipin, Krio e Sierra Leone hag an Tok Pisin e Papouasie Nouvelle-Guinée). N’eo ket bep taol ec’h en em gav ur pidjin da vont da greol abalamour e c’hell bezañ bet ankounac’haet a-raok (evel al Lingua Franca er Mor-Kreiz).
Salikoko Mufwene a soñj dezhañ pidjin ha kreol n’int ket evel, da lavaret eo ne viche ket ur pidjin a-dreñv pep kreol. Hervezañ, ur pidgin a veze komzet gant ar marc’hadourien tud « a rae gant ur yezh da eskemm » skoaz ar c’hreoloù a viche en em gavet etre 1) mevelien a veze ganto badumoù o bro, da lavaret eo un doare da gaozeal disheñvel awalac’h ouzh ar standard ha 2) sklavourien, ganto yezhoù (badumoù Africa) pell braz diouzh ar strollad kentañ. En em gavet int da eskemm gerioù ha troiennoù war ar pembez. Graet e vez basilect diouzh un doare da gaozeal treut kenañ met lark awalac’h da vezañ komprenet[1].