Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                

Ar pampa (eus ar c'hetchwaeg pampa - kompezenn) a zo ur rannvro a gompezennoù geotek a zo enni proviñsoù arc'hantinat Buenos Aires, La Pampa, Santa Fe, ha Córdoba, an darn vrasañ eus Uruguay ha stad Rio Grande do Sul e Brazil. Goloiñ a ra 750 000 km² hag he deus un hinad klouar gant etre 600 ha 1,200 mm a c'hlav bep bloaz.

Gwel eus ar pampa.

Enni na gaver nemet div aradennad-venezioù izel a-walc'h - Ventania (1 300 m) ha Tandilia (500 m) - e-kichen Bahía Blanca ha Tandil. Strujus eo an douar met abalamour d'an tanioù-gwall ne gresk nemet geot du-hont, eus ar genad Stipa dreist-holl.