Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                

Dakar (Ndakaaru e wolofeg) eo kêr-benn ha kêr vrasañ Senegal. Emañ war ribl ar Meurvor Atlantel, war ledenez ar C'hab Glas, hag ar gêr vras ar pellañ er c’hornôg eo war kevandir Afrika ha zoken ar Bed Kozh.

Kreiz kêr Dakar.

Ur porzh-mor a bouez eo evit ar marc’hadourezhioù ezporzhiet eus Afrika. Poblet eo Dakar gant 1 056 009 a dud e 2011[1] ha war-dro 3,2 milion a dud zo o chom en tolpad-kêrioù hervez an niveradeg ziwezhañ e 2013. Emañ Bodadenn Vroadel Senegal ha Palez Prezidant Senegal e Dakar. E-touez an traoù zo da welet c’hoazh e Dakar e c’haller menegiñ ar Voskeenn Vras (savet e 1964), enez Gorée dirak ar porzh, Mirdi Sevenadur Afrika ar C’hornôg, ar Skol-veur Cheikh Anta Diop (pe Skol-veur Dakar, savet e 1957).

N'eo rannvro Dakar nemet 0,3 % eus gorread ar vro gant 550 km2, met enni 25 % eus ar boblañs ha 80 % eus armerzerezh ar vro.

Korn-bro Dakar (enez Gorée) a voe ur greizenn a bouez evit kenwerzh ar sklaved etre ar XVIvet hag an XIXvet kantved. Ur c’hontouer a voe savet eno gant Portugaliz e 1444. Etre 1588 ha 1677 e voe kêr e dalc’h, a-bep-eil, Portugaliz, Izelvroiz, Saozon pe Gallaoued. Ar re-se a chomas mestr war an dachenn a-benn ar fin. Ur c’hreñvlec’h a voe savet gant ar jeneral gall Louis Faidherbe, e 1857. Ha diwar an dra-se e kreskas Dakar, a zeuas da vezañ kêr-benn Afrika C'hall ar C'hornôg e 1902, e-lec’h Saint-Louis.

Unan eus kêrioù pennañ an Impalaeriezh trevadennel c'hall e voe Dakar en amzer-se. Ur gêr a bouez e oa evit ar c’henwerzh hag evit an arme c’hall en Afrika, betek an Eil Brezel-Bed. Kêr-benn Kevread Mali e voe Dakar e 1959 ha 1960. Ha dont a reas da vezañ kêr-benn stad dieub Senegal d’ar 4 a viz Ebrel 1960.

Gant an dud o tont eus ar maezioù, hag he emgrask, eo tremenet Dakar eus ur gêr a 400 000 a dud e 1970 d'ur veurgêr a 3,2 milion a dud e 2011.

Sevenadur

kemmañ

Enez Gorée zo bet lakaet war roll ar Glad bedel gant an Unesco e 1978.

E-touez ar monumentoù e kaver Dor ar Trede Milved ha Monumant Adsav Afrika.

Stank eo ar wolofeg er vuhez pemdez, deuet eo da vezañ yezh vehikular ar gêr. Ar galleg, yezh ofisiel ar vro, a zo komprenet ha komzet gant 49,4 % eus an annezidi[2].

Tud brudet genidik eus Dakar

kemmañ

Politikerezh

kemmañ

Sevenadur

kemmañ

Kêrioù gevellet

kemmañ

Daveoù et notennoù

kemmañ
  1. Aozadur ar Broadoù Unanet - Poblañs 2011 kêrioù bras Senegal
  2. La langue française dans le monde, 2014, Éditions Nathan, p. 30

Liammoù diavaez

kemmañ